Frédéric Morvan
Frédéric Morvan zo ur c'helenner hag un enklasker war an Istor, bet ganet e Brest e 1965. Arbennigour eo war Istor Breizh ar Grennamzer. Agregad ha doktor eo.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Frédéric Morvan |
Anv-bihan | Frédéric |
Anv-familh | Morvan |
Deiziad ganedigezh | 31 Mae 1965 |
Lec'h ganedigezh | Brest |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | istorour |
Tachenn labour | historiography, krennamzerouriezh |
Bet war ar studi e | skol-veur Breizh-Izel |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Rener tezenn | Bertrand Schnerb |
Buhez
kemmañO labourat hag o chom e Bro-Leon emañ-eñ. Tapet en doa un doktorelezh war Istor ar Grennamzer goude bezañ bet studiet Le Livre des Osts m'eo bet renablet ar varc'heien hag ar wizien armet a voe kouviet d'en em ginnig armet-holl gant an dug Yann II Breizh e 1294.
Obererezh
kemmañKrouet en deus Kreizenn Istor Breizh hag eñ eo ar c'hadoriad anezhi. E enklaskoù war ar varc'heien vrezhon zo bet bodet e-barzh tri levr ha n'o deus ket un titl unvan. Diskouez a ra an troc'h geopolitikel a voe etre tudjentil div lodenn eus Breizh, re an Norzh a voe roet domanioù dezho gant Gwilherm Iañ Bro-Saoz ha re ar Su na oant ket troet ouzh ar vro-se. E-doug ar Grennamzer e voe daou dra a bouez evit pennadurezhioù Breizh : kontrollañ an ahel Sant-Maloù-Roazhon-Naoned a oa re zigor d'ar Saozon ha d'ar C'hallaoued, ha mirout en o c'herz domanioù arc'hantus an dug ha perc'hennadennoù an aotrounez all tramor.
Embannadennoù
kemmañ- C'est un Breton qui a prononcé le discours le plus important de l'Histoire, e-barzh Bretons, niv. 160, Genver 2020.
- Bretons sur Seine : quinze siècles de présence bretonne à Paris, Ouest-France, 2019.(ISBN 978-2-7373-8115-7), p. 18.
- Bretagne, l'Histoire confisquée, Le Cherche-midi, 2017.(ISBN 978-2-7491-5504-3)
- Généalogies des ducs de Bretagne, Jean-Paul Gisserot, 2013.
- Les chevaliers bretons, Levrenn 1, Les Chevaliers bretons, entre Plantagenêts et Capétiens du milieu XIIe au milieu XIIe, Coop Breizh, 2014.(ISBN 978-2-84346-670-0)
- Les chevaliers bretons, Levrenn 2, La Chevalerie bretonne et la formation de l'armée ducale, 1260-1341, PUR, 2009. Tennet eus e dezenn.(ISBN 978-2-7535-0827-9)
- Les chevaliers bretons, Levrenn 3, La Chevalerie bretonne au temps de Bertrand du Guesclin, Kreizenn Istor Breizh, Porspoder, 2016.
- Les Bretons, l'esprit valeureux et l'âme fière, 1870 à 1970, Michel Lafon, 2014.