Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Frañsez a Asiz pe Frañsez Asiz e brezhoneg, pe Francesco d'Assisi en italianeg, pe Giovanni di Bernardone hervez e wir anv, (1182-1226) a zo ul lean italian eus ar Grennamzer.

San Francesco rinuncia alle vesti (Sant Frañsez o tilezel ar madoù), livet gant Giotto, en iliz veur Assisi

Krouet en deus kumuniezhioù relijiel katolik deuet da vezañ Urzh ar Vreudeur minor hag an aozadurioù relijiel levezonet gantañ. Pouezañ a rae war ar vuhez a baourentez o nefe bevañ al leaned hag ar gristenien ivez. Unan eus ar sent katolik brudetañ hag azeuletañ eo.

Mab e oa da b-Pietro di Bernardone, ur marc'hadour pinvidik o chom en Assisi, ha da b-Pica Bourlemont, e wreg a orin eus Bro-C'hall. Ganet e oa bet e 1181 p'edo e dad o veajiñ, badezet e voe hag anvet Giovanni (Yann) gant e vamm, Pica Bourlemont, en enor da sant Yann-Vadezour, pa felle dezhi kaout ur mab a vije en Iliz.

Met ne blijas ket an anv d'an tad avat, ha ne oa ket troet gant an Iliz. Fellout a reas dezhañ e vije graet Francesco (ar Gall) eus e vab, marteze evit enoriñ ar vamm a oa gallez, ha dre ma oa kustum d'ober kenwerzh gant Bro-C'hall.


Ne oa ket troet ar bugel gant ar c'henwerzh, muioc'h e plije dezhañ al levrioù, ha gant arc'hant an tad en doa gallet kaout deskadurezh ha deskiñ lenn latin. A-hend-all e plije dezhañ ober bos gant kamaraded, noblañsed arouarek ar vro. Marteze ez eas skuizh gant ar vuhez-se.

Un deiz, p'edo o lonkañ gant e gamaraded e tegouezhas ur c'hlasker bara da c'houlenn an aluzen. Pa ne rae van ar re all e roas Frañsez d'ar paour kement tra a oa en e c'hodelloù. Goap a reas ar re all, ha trelatiñ a reas e dad pa ouias. E 1201 e kemeras perzh en un droiad brezel a-enep Perugia, prizoniet e voe, ha kraouiet e-pad bloaz. Krediñ a reer e troas war-zu Doue tamm ha tamm dre levezon ar pezh a vevas, er vac'h hag er brezel.

 
Frañsez a Asiz o prezeg d'an evned, livet gant Giotto

Distreiñ a reas da Assisi e 1203, hag adkregiñ gant e vuhez dibreder. Met e 1204 evoe klañv-fall, ha stagañ a reas d'en em soñjal diwar-benn ar vuhez speredel. E 1205 ez eas da Buglia da vont d'an arme gant kont Brienne. Met war an hent, e Spoleto, en doe ur weledigezh hag a reas dezhañ distreiñ da Assisi, ma washaas da vagañ soñjoù relijiel.


Sellet ivez

kemmañ