Franz Ferdinand Aostria-Este

Franz Ferdinand Aostria-Este, pe Franz Ferdinand von Österreich-Este hervez e anv alamanek, ganet d'an 18 a viz Kerzu 1863 e Graz, e Stiria (Aostria), ha drouklazhet 28 a viz Even 1914 e Sarajevo, a oa priñs pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria. Élisabeth (1878-1960).

Franz Ferdinand taolennet gant Kasimir Pochwalski e 1914

E vuhezAozañ

 
Franz Ferdinand en e yaouankiz.

Franz Ferdinand a oa mab henañ an arc'hdug Karl Ludwig von Österreich, a oa breur da Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria-Hungaria, ha da Vasimilian (1832-1867), impalaer Mec'hiko.

E vamm, Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie (1843-1871), a oa merc'h d'ar roue Ferdinando II an Div Sikilia, hag eil pried Karl Ludwig. Tri bugel all o doe Karl ludwig ha Maria Annunziata : Otto de Habsbourg-Lorraine (1865-1906) ; Ferdinand de Habsbourg-Lorraine (1868-1915) ha Marguerite de Habsbourg-Lorraine (1870-1902). Mervel a reas e vamm Maria Annunziata da 28 vloaz en 1871 pa ne oa nemet eizh vloaz. E dad, div wech intañv, ac'h addimezas neuze en 1873 da Maria Teresa de Bragança, ha ne oa nemet eizh vloaz war he mab-kaer. Div verc'h he doe ar vamm-gaer. En 1875 e varvas e genderv Francesco V, diwezhañ dug Modena, hag eñ divugel.

PennhêrAozañ

En 1889 en em lazhas e genderv, an arc'hdug Rudolf, mab pennhêr an impalaer, en Mayerling, war un dro gant e serc'h Marie Vetsera. Ha setu neuze tad Franz Ferdinand, Karl Ludwig, da vezañ pennhêr ar gurunenn. Mervel a reas Karl Ludwig e 1896. Ha setu Franz Ferdinand deuet da vezañ pennhêr.

Dimeziñ ha bugaleAozañ

 
Franz Ferdinand gant ar Seereise-Denkmünze 1892/93
 
Ar gontez Sophie Chotek.

Dimeziñ a reas e Gouhere 1900 da Sophie Chotek.

E varvAozañ

Lazhet e voe d'ar Sul 28 a viz Mezheven 1914 e Sarajevo, war un dro gant e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip, un ezel eus ar stollad Mlada Bosna (Bosnia Yaouank). An darvoud-se graet Gwalldaol Sarajevo anezhañ, a roas hent d'ar brezel-bed kentañ, hag a zegasas distruj an impalaeriezhioù rus, austrian-hungarat, alaman, otoman.