Ur pennad Friedrich August zo ivez.

Frederig Aogust Iañ, pe Aogust II (August der Starke en alamaneg) (1670 –1733), a oa Dilenner Sachsen, roue Pologn, ha Dug-Meur Lituania en XVIIIvet kantved.
Ken kreñv e oa ma oa bet lesanvet der Starke, ha Dorn Houarn. Plijout a rae dezhañ terriñ hern kezeg gant e zaouarn.

Aogust II

E Sachsen e voe gwarezour an arzoù ha dindanañ e vleunias kêr Dresden, ma terede an arzourien d'e lez.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Zilenner Sachsen ha d'e bried Anna Sophie af Danmark .

Dimeziñ

kemmañ

Dimezet e oa da Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth. Ur mab o doe, Aogust III, a renas war-lerc'h e dad.

Serc'hed ha besterd

kemmañ

Protestantez e oa chomet e wreg Christiane, ha ne fellas ketdezhi mont d'e heul da Bologn, gwell ganti. Schloss Pretzsch war lez an Elbe, ma varvas. E-keit-se ne gave ket Aogust hir e amzer hepti, ha serc'hed e-leizh en doe.

E vesterd anavezet

kemmañ

Hervez skridoù kempred, ha Wilhelmine von Bayreuth zoken, en dije bet Aogust kement ha 365 pe 382 bugel. Diaes gwiriañ eta, pa ne anavezas ar roue nemet nebeudig anezho abalamour ma oa an darn vrasañ eus ar mammoù a-douez itronezed uhelañ e lez (war-bouez Fatima hag Henriette Renard)

—Gant Maria Aurora von Königsmarck:

  1. Hermann Maurice (Goslar, 28 Here 1696 - kastell Chambord, 30 Du 1750), kont Sachsen.

—Gant Ursula Katharina von Altenbockum:

  1. Johann Georg ( 21 Eost 1704 - 25 C'hwevrer 1774), marc'heg a Sachsen, gouarnour kêr Dresden.

—Gant Fatima, deuet da vout Maria Aurora von Spiegel:

  1. Frederick Augustus ( Varsovia/Dresden [?], 19 Mezheven 1702 - Pillnitz, 16 Meurzh 1764), Kont Rutowsky.
  2. Maria Anna Katharina (1706 -1746), kontez Rutowska; dimezet div wech: e 1728 da Michał, kont Bieliński, met torret e voe o eured e deroù 1732; da eil, e 1732 da Claude Marie Noyel, kont Bellegarde hag Entremont.

—Gant Anna Constantia von Brockdorff :

  1. Augusta Anna Constantia (1708 - 1728), Kontez von Cosel; dimezet e 1725 da Heinrich Friedrich, Kont von Friesen.
  2. Fredericka Alexandrine (1709 - 1784), Kontez von Cosel; dimezet e 1730 da Johann Xantius Anton, kont Moszinsky.
  3. Frederick Augustus (27 Eost 1712 - 15 Here 1770), Kont Cosel; dimezet e 1749 d'ar Gontez Friederike Christiane von Holtzendorff. Pevar bugel o doe. Daou vab, Gustav Ernst ha Segismund, marvet dizimez. Div verc'h, Constantia Alexandrina,dimezet da Johann Heinrich, Lehnsgraf Knuth. Eben, anvet Charlotte, dimezet div wech : d'ar c'hont Rudolf von Bünau ha goude da Charles de Riviere.

—Gant Henriette Rénard:

  1. Anna Karolina (1707 - 1769), Kontez Orzelska; dimezet e 1730 da Karl Ludwig Frederick von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck. Dizimezet e 1733.