GSPR
Ar GSPR, berradur ar galleg Groupe de Sécurité de la Présidence de la République, eo ar strollad tud karget da wareziñ a-dost prezidant ar Republik gall hag an dud tro-dro dezhañ. Krouet e oa bet e miz Meurzh 1983[1]. 78 den a laboure er GSPR e 2022, An hanter anezhe a zeue eus an Archeriezh vroadel, hag an hanter all eus ar polis gall[2].
Dafar
kemmañDre vras e klask izili ar GSPR ober gant armoù bihan ha dafar aes da zougen. E-touez an dafar implijet pe bet implijet e kaver[1]:
- revolverioù Manurhin MR73 e .357 Magnum (bet dilezet tamm-ha-tamm adalek ar bloavezhioù 1990)
- revolverioù Smith & Wesson e .38 Special
- pistolennoù Glock 17 ha Glock 26
- pistolennoù SIG-Sauer P226 hag hec'h adstummoù P228 ha P229
- pistolennoù-mindrailher Brügger & Thomet MP9
- fuzuilhoù Benelli M4 ha Mossberg 500 troc'het o c'hanol ha plegus o lamm, evit aesaat o implij e diabarzh un oto da skouer
- malizennoù houarnet hag a c'haller diblegañ buan evit gwareziñ un den diouzh bannadelloù
- ostilhoù evit detektiñ an danvezioù-tarzh
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) GSPR : présentation, war GIGN Historique, 09/02/2009 (lennet d'ar 06/10/2024)
- ↑ (fr) AGNAN Pablo, GSPR : qui sont les hommes du Président ?, war gendarmerie.interieur.gouv.fr, 05/09/2022 (lennet d'ar 06/10/2024)