Brügger & Thomet MP9
An FN P90, pe FN Project 1990, a zo ur bistolenn-vindrailher doare PDW (Personal Defense Weapon, arm emzifenn) produet gant an embregerezh suis Brügger & Thomet abaoe 2001.
Brügger & Thomet MP9 | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Brügger & Thomet MP9 | |
Kinnig | |
Bro | Suis |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher damaotomatek/aotomatek |
Munision | 9 mm Parabellum 6,5 × 25 mm CBJ .45 ACP (stumm MP45) |
Produerien | Brügger & Thomet |
Bloavezh krouidigezh | 2001 |
Mare produiñ | Abaoe 2004 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 1,4 kg |
Hirder (lamm dibleget) | 523 mm |
Hirder ar c'hanol | 130 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 400 m/s |
Lusk-tennañ | 900 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv 15, 20, 25 pe 30 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Istor
kemmañEr bloavezhioù 1990 e savas an embregerezh aostrian Steyr ur bistolenn-vindrailher anvet TMP (Taktische Maschinenpistole). Ne reas ket berzh an arm, ha gwerzhet e voe e vrevedoù da Brügger & Thomet e 2001[1]. An embregerezh suis a ouzhpennas ul lamm blegus hag ur reilh Picatinny dezhañ. Kemmet e voe sistem surentez e zraen ivez. Gwerzhet e voe adalek 2004 dindan an anv MP9, ha muioc'h a verzh a reas evit an TMP, pa vez implijet bremañ gant servijoù 'zo en un dek bro bennak, evel ar GSPR e Bro-C'hall[2] pe an Ertzaintza, polis emren Euskal Herria[3].
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Steyr TMP war Weapon Systems (lennet d'ar 06/10/2024)
- ↑ (en) POTD: French Secret Service Protect President with B&T MP9 machine pistols (diellet), The Firearm Blog, 20/11/2015 (lennet d'ar 05/10/2024)
- ↑ (es) La Policía Autónoma Vasca adquiere subfusiles suizos MP9, Info Defensa, 28/02/2008 (lennet d'ar 06/10/2024)