Benelli M4
Ar Benelli M4 Super 90 zo ur fuzuilh damaotomatek flour he c'hanol ijinet gant an embregerezh armoù-tan italian Benelli e 1998. Arm diwezhañ ar rummad Super 90 eo. Implijet e vez evel arm emgann a-dost gant armeoù ha nerzhioù ispisial kalz broioù, pe evel arm-difenn gant polisoù a bep lec'h. An US Marine Corps a ra gant an M4 abaoe 1998[1]. E Frañs e vez implijet gant ar GIGN[2].
Benelli M4 Super 90 | |
---|---|
Ur fuzuilh Benelli M4 | |
Kinnig | |
Bro | Italia |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | Kalibr 12/76 |
Produer | Benelli |
Mare produiñ | Abaoe 1998 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,82 kg |
Hirder | 889 mm (lamm pleget) 1.010 mm (lamm dibleget) |
Hirder ar c'hanol | 470 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar bannadelloù | 408 m/s |
Endalc'h | Karger korzennek Stumm an arme 6+1 gartouchenn 12/76 7+1 gartouchenn 12/70 Stumm sivil 5+1 gartouchenn 12/76 6+1 gartouchenn 12/70 Stummoù 2+1 gartouchenn evit marc'had diabarzh Italia |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Deskrivadur
kemmañAn M4 zo dezhi ur c'hanol berr 470 mm evit gellet bezañ implijet aesoc'h en emgannoù a-dost, hag ur c'harger korzennek dezhañ un endalc'h 7 kartouchenn 12/70 pe 6 kartouchenn 12/76. Kambret eo er c'halibr 12 hepken. He lamm zo teleskopek. Ur reilh Picatinny a gaver a-us d'ar gulasenn evit ouzhpennañ ostilhoù taktik evel ur buker poent ruz pe ul lamp. Amprouet e oa bet an arm er Stadoù-Unanet evit tennañ 25.000 tenn hep ne vije cheñchet pezh a-bouez ebet[3].
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) L'Histoire de Benelli, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (fr) ALATI Alexandre, Têtes de pont du GIGN en province et en outre-mer, Raids.fr, 12/09/2018 (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (en) CUTSHAW Charles Q., Heckler & Koch/Benelli's M4 Super 90/XM1014 - the US Military's Innovative New Tactical Shotgun, war Club Guns, 1999 (lennet d'an 20/09/2024)