Garlostenn
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Insecta | ||
Urzhad : | Dermaptera | ||
Kerentiad : | Forficulidae | ||
Genad : | Forficula | ||
Anv skiantel | |||
Forficula auricularia Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'harlostenn (Forficula auricularia) (liester: garlostenned) zo un amprevan a vez graet debrerez-skouarn anezhi ivez dre ma kreded ez ae e-barzh divskouarn an dud evit o debriñ.
15 mm eo o hirder well-wazh, tastornelloù hir dezhe, serkennoù e penn o c'hof (stumm ur c'hrog gant ar pared, kazi kenstur gant ar parezed).
Dindan an douar e vez dozvet an ûioù dre bakadoù (etre 20 ha 80). Ar re-se hag al larvennoù war o lerc'h a vez diwallet gant ar vamm.
Diouzh an noz e tebr an imagoed gwrizioù, broñsoù, delioù, frouezh, amprevaned marv pe vev. Degas a reont kleñvedoù d'ar plant met diouzh an tu all e tistrujont ur bern c'hwen-gwez a-hed o buhez.