Gaspard Ulliel a oa un aktour c'hoariva ha sinema hag un diskouezer-giz gall, bet ganet e Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine) d'ar 25 a viz Du 1984 ha marvet diwar un gwallzarvoud skiañ e La Tronche (Isère) d'an 19 a viz Genver 2022, d'an oad a 37 vloaz.

Gaspard Ulliel e miz Gwengolo 2009

C'hoariet en deus gant aktourien c'hall brudet evel Audrey Tautou, Isabelle Huppert, Jean Reno ha Marion Cotillard. Roet eo dezhañ César an danvez aktour e 2005 evit e roll e Un long dimanche de fiançailles. E 2017 e ya gantañ César an aktour gwellañ evit bezañ c'hoariet e Juste la fin du monde.

Filmoù

kemmañ

Enorioù

kemmañ

E 2015 e voe lakaet da varc'heg Urzh an Arzoù hag al Lizhiri Bro-C'hall.