Un long dimanche de fiançailles

Un long dimanche de fiançailles (Ur sulvezh dimez hir e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Jean-Pierre Jeunet e 2003.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Goude tremen o bugaleaj asambles ha sevel ur garantez don etreze tamm-ha-tamm ez eo ret da vMenech mont diouzh Mathilde da vont da stourm war dalbenn ar Somme e-pad ar Brezel-bed kentañ. Pell diouzh e gorn-bro sioul a Vreizh n'eo ket prest ar soudard yaouank da c'houzañv an ifern-mañ tamm ebet. Ma ro e genvrezelourien lesanv Le Bleuet dezhañ.

Daoust d'al lizher a gemenn dezhi en deus kollet Menech e vuhez war dalbenn ar brezel e nac'h Mathilde teuler kred war ar c'heloù kriz-mañ : mar bije marv he muiañ-karet e ouije-hi ! Ha n'eo ket an namm a ra dezhi kammañ a vir outi a gas da benn hec'h enklask, skoazellet gant an aotrou noter Rouvières hag an detektiv Pire bet gopret ganti.

Kavout a ra eo bet kondaonet Menech da vezañ dilezet en no man's land etre ar fozioù-difenn alaman ha gall, a-gevret gant pevar soudard all, hag eñ tamallet da vezañ klasket en em vuturniañ. Dre forzh klask diehan roudoù eus ar gengondaonidi — Bastoche, Cet homme, Droit commun ha Six sous o lesanv —, lusket war-raok gant ur garantez kreñv sanket en hec'h askre, e teu a-benn Mathilde da adkavout Menech.

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ

Goproù

kemmañ

Un nebeud goproù a voe tapet gant Un long dimanche de fiançailles da-geñver lid ar Césars e 2005 :

  • gwellañ aktourez o c'hoari un eilroll, bet deroet da vMarion Cotillard,
  • gwellañ danvez aktour, bet deroet da c'hGaspard Ulliel,
  • gwellañ skeudenniñ, bet deroet da vBruno Delbonnel,
  • gwellañ gwiskamantoù, bet deroet da vMadeline Fontaine.
  • gwellañ kinkladur, bet deroet da Aline Bonetto.

Liammoù diavaez

kemmañ