Un long dimanche de fiançailles
Un long dimanche de fiançailles (Ur sulvezh dimez hir e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Jean-Pierre Jeunet e 2003.
Titl | Un long dimanche de fiançailles |
---|---|
Perzhiad e | 18th European Film Awards |
Danvez pennañ | Brezel-bed kentañ, missing person, desertion, hope, inquiry |
Tachenn | film dramael, film brezel, film karantez, film diazezet war un oberenn lennegel |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg, alamaneg, korseg |
Deiziad embann | 2004, 27 Gen 2005 |
Sevener | Jean-Pierre Jeunet |
Senarioour | Jean-Pierre Jeunet, Guillaume Laurant |
Rener ar skeudennaouiñ | Bruno Delbonnel |
Frammer filmoù | Hervé Schneid |
Production designer | Aline Bonetto |
Sonaozer | Angelo Badalamenti |
Produer | Francis Boespflug, Bill Gerber, Jean-Louis Monthieux |
Embregerezh produiñ | 2003 Productions, Warner Bros. France, TF1 Films Production, Canal+ |
Dasparzher | Warner Independent Pictures, Fandango at Home |
A-ziwar un oberenn gant | Sébastien Japrisot |
Mare an oberenn | interwar period |
Lec'h an istor | Pariz |
Lec'h filmañ | Lokorn, Penmarc'h |
Original film format | 35 mm film |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 7.4/10, 76/100, 79% |
Prizioù resevet | César Award for Best Supporting Actress, European Film Award for Best Production Designer |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik, warning |
Renkadur Filmiroda | Category III |
Renkadur FSK | FSK 12 |
Renkadur JMK | dieub adalek 12 vloaz |
Lec'hienn ofisiel | http://wwws.warnerbros.fr/movies/unlongdimanche/ |
Assessment | Test Bechdel, Mako Mori test |
Renkadur Medierådet | For ages 15 and up |
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Brezel, Drama, Istorel,
- Skoazellerien-sevener : Matthieu de La Mortière, Cécile Denis, Guilain Depardieu, Arnaud Esterez, Julien Lecat, Arnaud Mathey-Dreyfus, Thierry Mauvoisin ha Pascal Roy.
- Senario : Jean-Pierre Jeunet ha Guillaume Laurant, diwar ar romant Un long dimanche de fiançailles gant Sébastien Japrisot (1991),
- Divizoù : Guillaume Laurant,
- Kevredadoù produiñ : 2003 Productions, Tapioca Films, TF1 Films Production ha Warner Bros. Pictures France,
- Rener produiñ : Jean-Marc Deschamps,
- Rener ar skeudenniñ : Bruno Delbonnel,
- Ijinourien ar son : Sophie Chiabaut ha Jean Umansky,
- Aozer ar sonerezh orin : Angelo Badalamenti,
- Sonerezh all : Camille Saint-Saëns (La Danse macabre) ha Giuseppe Verdi (La forza del destino),
- Kinklourez : Aline Bonetto,
- Dilhataerez : Madeline Fontaine,
- Farderien : Annabelle Petit, Jean-Christophe Roger ha Nathalie Tissier,
- Ficher-blev : Jean-Charles Bachelier,
- Skriptourez : Anne Wermelinger,
- Frammer : Hervé Schneid,
- Luc'hskeudenner leurenn : Bruno Calvo,
- Kenurzhierien an efedoù arbennik : Alain Carsoux, Yves Domenjoud, Duboi ha Olivier Gleyze,
- Prantad filmañ :,
- Lec'hioù filmañ : Lezardrev, Tour-tan ar C'hern a-vaez da Bleuvihan, Plougouskant (Aodoù-an-Arvor), Lokournan, Tour-tan Sant-Pêr e Penmarc'h (Penn-ar-Bed),
- Deiziadoù dont er-maez : 27 a viz Here 2004 (Belgia, Bro-C'hall ha Suis) ; 26 a viz Du 2004 (Stadoù Unanet),
- Padelezh : 134'.
An danvez
kemmañGoude tremen o bugaleaj asambles ha sevel ur garantez don etreze tamm-ha-tamm ez eo ret da vMenech mont diouzh Mathilde da vont da stourm war dalbenn ar Somme e-pad ar Brezel-bed kentañ. Pell diouzh e gorn-bro sioul a Vreizh n'eo ket prest ar soudard yaouank da c'houzañv an ifern-mañ tamm ebet. Ma ro e genvrezelourien lesanv Le Bleuet dezhañ.
Daoust d'al lizher a gemenn dezhi en deus kollet Menech e vuhez war dalbenn ar brezel e nac'h Mathilde teuler kred war ar c'heloù kriz-mañ : mar bije marv he muiañ-karet e ouije-hi ! Ha n'eo ket an namm a ra dezhi kammañ a vir outi a gas da benn hec'h enklask, skoazellet gant an aotrou noter Rouvières hag an detektiv Pire bet gopret ganti.
Kavout a ra eo bet kondaonet Menech da vezañ dilezet en no man's land etre ar fozioù-difenn alaman ha gall, a-gevret gant pevar soudard all, hag eñ tamallet da vezañ klasket en em vuturniañ. Dre forzh klask diehan roudoù eus ar gengondaonidi — Bastoche, Cet homme, Droit commun ha Six sous o lesanv —, lusket war-raok gant ur garantez kreñv sanket en hec'h askre, e teu a-benn Mathilde da adkavout Menech.
Roll ar gomedianed pennañ
kemmañ- Audrey Tautou : Mathilde Donnay,
- Gaspard Ulliel : ar soudard eil klas Jean Manech Langonnet, Le Bleuet e lesanv,
- Albert Dupontel : Célestin Poux,
- Jodie Foster : Élodie Gordes, gwreg Benjamin Gordes,
- Bouli Lanners : ar c'horporal Chardolot,
- Thierry Gibault : al letanant Estrangin,
- Philippe Duquesne : Favart, ur soudard er fozioù-difenn,
- Elina Löwensohn : c'hoar Günther,
- François Levantal : Thouvenel,
- Dominique Pinon : Sylvain, eontr Mathilde,
- Clovis Cornillac : ar soudard eil klas Benoît Notre-Dame, Cet homme e lesanv,
- Jérôme Kircher : ar c'horporal Kléber Bouquet, Bastoche e lesanv,
- Chantal Neuwirth : Bénédicte, moereb Mathilde,
- Denis Lavant : ar soudard eil klas Francis Geignard, Six sous e lesanv,
- Jean-Pierre Becker : Daniel Esperanza,
- Dominique Bettenfeld : ar soudard eil klas Ange Bassignano, Droit commun e lesanv,
- Jean-Pierre Darroussin : ar c'horporal Benjamin Gordes, Biscotte e lesanv,
- Marion Cotillard : Valentina Tina Lombardi, ar c'hast e karantez gant Ange Bassignano,
- André Dussollier : an aotrou noter Pierre-Marie Rouvières,
- Ticky Holgado : an detektiv Germain Pire,
- Jean-Claude Dreyfus : ar c'homandant Lavrouye,
- Tchéky Karyo : ar c'habiten Favourier,
- Jean-Paul Rouve : paotr al lizheroù,
- Julie Depardieu : Véronique Passavant,
- Michel Vuillermoz : P'tit Louis,
- Rufus : ar Breizhad.
Goproù
kemmañUn nebeud goproù a voe tapet gant Un long dimanche de fiançailles da-geñver lid ar Césars e 2005 :
- gwellañ aktourez o c'hoari un eilroll, bet deroet da vMarion Cotillard,
- gwellañ danvez aktour, bet deroet da c'hGaspard Ulliel,
- gwellañ skeudenniñ, bet deroet da vBruno Delbonnel,
- gwellañ gwiskamantoù, bet deroet da vMadeline Fontaine.
- gwellañ kinkladur, bet deroet da Aline Bonetto.