André Franquin
Un treser bannoù-treset eo André Franquin, ganet d'an 3 a viz Genver 1924 en Etterbeek, unan eus kumuniezhoù Brusel e Belgia, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1997 e Sant Laurenç de Var (Okitania).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Belgia |
Anv ganedigezh | André Jacques Hector Franquin |
Anv-bihan | André, Jacques, Hector |
Anv-familh | Franquin |
Deiziad ganedigezh | 3 Gen 1924 |
Lec'h ganedigezh | Etterbeek, Etterbeek |
Deiziad ar marv | 5 Gen 1997 |
Lec'h ar marv | Saint-Laurent-du-Var |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | comics writer, penciller |
Tachenn labour | Lennegezh krennarded |
Implijer | Spirou, Fluide Glacial, Tintin, Le Trombone illustré |
Bet war ar studi e | Institut Saint-Luc |
Oberenn heverk | Gaston Lagaffe, Spirou ha Fantasio, Idées noires, Modeste et Pompon, Marsupilami |
Luskad | Marcinelle school |
Tachenn | humorous comics |
Levezonet gant | Georges Beuville |
Prizioù resevet | Grand prix de la ville d'Angoulême, Prix Saint-Michel, Max & Moritz Prize, Prix Saint-Michel, Adamson Awards |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Istor
kemmañAn tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh. Kregiñ a reas da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemeras an dudenn Spirou, o tresañ Le tank ha Les Maisons préfabriquées. E-keit se e save ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.
Goude 1949 e voe sammet gant ar stirad Spirou et Fantasio, gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Seccotine, Zantafio, Zorglub, hag all.
Etre 1955 ha 1959 e reas Franquin war-dro Modeste et Pompon, bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.
E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teuas war wel un "haroz dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all!
Ret e voe da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, ha lod istorioù. E 1968 e tilezas Spirou, roet da Jean-Claude Fournier, ar Breizhad a grouas an dudenn Bizu.
E 1972 e krouas, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom Cauchemarrant, embannet gant Bédérama e 1979[1].
Idées Noires ("Soñjoù Du") a voe embannet gant Le Trombonne Illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide Glacial da c'houde[2].
Gant an oad e paouezas André Franquin da dresañ kement a draoù.
E 1987 en devoe ar Marsupilami e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.
E 1989 e tresas A. Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù-fiñv evit ar skinwel.
Un nebeudig eus albomoù "Gaston Beiadeg" zo bet troet e brezhoneg hag embannet gant Yoran Embanner.
Levrlennadur
kemmañ(E-maez ar bannoù-treset)
- André Franquin, Patrick Pinchart, Yves Amateis, Signé Franquin, Dupuis, 1992 (ISBN 978-2-8001-2048-5)
- Les monstres de Franquin - 2, Marsu Productions, 2003 (ISBN 978-2-912536-51-8)
- Tronches à gogo, Marsu Productions, 2004 (ISBN 978-2-912536-86-0)
- Les signatures de Franquin, Marsu Productions, 2005 (ISBN 978-2-912536-88-4)
- Le bestiaire de Franquin - 2, Marsu Productions, 2006 (ISBN 978-2-912536-49-5)
- José Bocquet, Franquin : chronologie d'une œuvre, Marsu Productions, 2012 (ISBN 978-2-35426-099-6)
- Franquin Patrimoine : Franquin et les fanzines, Dupuis, 2013 (ISBN 978-2-8001-5638-5)
- Franquin Patrimoine : les couvertures des recueils du journal Spirou par Franquin, Dupuis, 2013 (ISBN 978-2-8001-5788-7)