Gavr Galiza


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Caprinae
Genad : Capra
Anv skiantel
Capra aegagrus hircus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Gavr c'halizat (galizeg : Cabra galega) a reer eus ur spesad givri (Capra aegagrus hircus) brosezat e Galiza. Ur spesad en arvar eo, pa ne gonted e 2010 nemet 295 loen (271 parez ha 24 far) dasparzhet e 43 atant[1].
Deveret eo anv al loen war-eeun diwar anv ar vro ma 'z emdroas ha ma vez maget. Mat e klot Cabra galega ouzh hec'h endro, ha hervez INVESAGA (Investigación en Sanidade Animal de Galicia e harz gwelloc'h ouzh ar poreadoù evel preñv an avu eget ar spesadoù givri all[2].

Lec'hiadur Galiza

Tiriad

kemmañ

Er menezioù peurliesañ e kaver givri Galiza, e Lugo hag en Ourense dreist-holl neuze.

Korfadurezh

kemmañ

Loened eeun pe beuzkeinbant eo givri Galiza, mentet krenn, bras o divneuziegezh revel. Unliv eo o blevenn akajou pe velegan, meur a arliv dezhi ; distalvoudus eo tarchoù gwenn en diskouezadegoù.

Gwaret war-du an talier eo kerniel ar parezed. Disrannet e vezont pa zeuont er-maez, hag a-stur e chomont pa greskont.
A-dro eo kerniel ar pared, hiroc'h ha tevoc'h eget re ar parezed.

Barvek pe vouchigek eo ar pared, hag ur bouchig bihan a zeu da lod parezed ivez a-wechoù.
Brasoc'h eget ar parezed eo ar pared : betek 75 cm en draen ha 70 kg a bouez, pa 'z eo 65 cm ha 55 kg mentoù krenn ar parezed.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ