Geologiezh Kreta
Nebeut a-walc’h a c’hlazur ha kalz a c’herreg noazh a zo e Kreta, met ar pezh a zo anat pa weladenner ar vro eo ar gouelezennoù, ar faoutoù pe c’hoazh gaoliennoù ha plegoù a weler e-leizh dre ar vro. E krec’h ar menezioù ez eus mein razek ha tornaodoù serzh, nantoù don ha strizh, aodoù izel ha serzh o zornaodoù, mein-sklent glas-gwer, mein priek (filit), mein-raz o liv sklaer bet disleberet gant ar glav hag an avel ha mein-margek strujus. Liesliv eo Kreta neuze.
Lavarout a ra ar c’heologourien e krogas istor an Douar e-tro 4.5 miliard a vloavezhioù ‘zo. D’ar c’houlz-se ne oa ket a vuhez war an Douar, pell ac’hane, met goloet e oa a mein-teuz damgaledet, un atmosferenn (aerwisk) koumoul nitrogen (azot) ha heliom ouzh hec’h ober. Tamm-ha-tamm e yenaas ar blanedenn zouar o krouiñ neuze morioù pe zouar a bep eil. Ur gwir rouestladeg e oa neuze.
Ouzhpenn 500 milion a vloavezhioù ’zo, e oa al lec’h a oa da zont da vezañ Kreta, e strad mor Tezhis, ha ne oa buhez ken nemet er mor. Danvez gouelezenniñ a veze kaset gant ar stêrioù davet aodoù Pangaea, kaset gant an avel hag an dour ha mesket gant kregin-mor a bep seurt a yeas holl da ober gouelezennoù ha goude mein-gouelezennek. En-dro da 200 000 000 a vloavezhioù ‘zo e krogas Pangaea d’en em derriñ pa voe krouet plakennoù kevandirel. E-tro 70 milion ha 55 milion a vloavezhioù ‘zo ez eas plakennoù kevandiroù Afrika, India ha Lavrasia d’en em skeiñ an eil en egile, ar pezh a redias foñs mor Tezhis da ober un aradennad menezioù ha plegoù eus an Atlas hag ar Pireneoù betek an Alpoù ha pelloc’h er C’haokaz hag en Himalaya.
El lec’h m’emañ Kreta en deiz a hiziv e oa ur mor don 25 milion a vloavezhioù ‘zo, meet adalek neuze, e penn-kentañ ar Miosen, e voe ur pezh darvoud tektonek a gasas foñs ar mor war-grec’h betek bezañ a-live gant ar mor. Evel-se e voe krouet un douar nevez a c’haller anvañ douar Aegeis, daoust ma ne oa den ebet o vevañ d’ar c’houlz-se c’hoazh ! Ar re a oa anezhe neuze a oa olifanted divent, yourc’hed, dourvarc’hed, arzhed o vevañ e kevioù hag ur bern loened all a c’halle mont ha dont evel e karent. Ne oa ket plaen ar vro rak bez’ e oa aradennadoù menezioù uhel ha lemm. Gouzout a ouzer eo evel-se e voe savet menezioù Kreta daoust ma ne oant ket evel m’emaint en deiz a-hiziv.
Kregiñ a reas ar cheñchamantoù e-kostez ar Balkanoù hag en Azia-Vihanañ. Se a oa pa oa Bir Dinarat-Taorek oc’h en em stummañ. Ar vir veneziek-se a grog en Alpoù dinarat, a ya a-hed da aradennad Haemus, goude e treuz Bro-C’hres hag ec’h echu en aradennad Taorus en Azia-Vihanañ. Dindan ar mor e oa Kreta neuze e-kreiz ar wareg-mañ.
Tost da vat 20 million a vloavezhioù ‘zo, beg ar muiañ er biz Afrika a grogas d’en emskeiñ e kevandir Azïa. Goude ur pemp milion a vloavezhioù bennak goude, en em unvanas Arabïa hag Azïa hag ar pezh a vane eus meurvor Tezhis a voe tapet etre tri c’hevandir ha setu penaos e voe krouet ar mor Kreizdouarel. A-benn neuzze e oa bet savet Kreta, Inizi ar C’helc’had hag ar peurrest eus enezennoù ar mor Aegea, o doa stummet un aod unanet gant kevandir Gres hag Azïa-Vihanañ. Div lenn vras a oa eno en-dro da Greta hag hanternoz ar mor Aegea.
Nepell alese, dindan gorre an Douar, e oa tachennadoù bro distabil o fiñval. Ar re-se anvet plakennoù tektonek a lakae ar vro da sevel ha da ziskenn, hag a save pe a ziskenne pluskenn an Douar. E-kerzh soulsav un aradennad menezioù 12 milion a vloavezhioù ‘zo ee eas d’ar strad ul lodenn vras eus douar Aegeis. Goloiñ a reas ar mor kement tra war-bouez ar menezioù uhelañ. D’ar c’houlz-se, ne oa ken neme ur pevar zolzad meneziek a gement a oa dreist
da c’horre an dour da ober enezennoù, er vro e-lec’h e vefe un dro bennak Enez Greta. Tost-tre e oa Kreta eus al lec’h m’en em skoas Afrika ha Lavrasia an eil en eben, gant Afrika o vont dindan Lavrasia. Un tammig pelloc’h e oa ur waregad menezioù-tan el lec’h ma teuzas mein Afrika da ober al lava. 12 million a vloavezhioù ‘zo en em zispennas an aod e Gres a oa bet pell unan unvan. Disrannet eo bet Kreta eus Azïa un eizh milion a vloavezhioù ‘zo. Ar « pontoù » etre Kreta hag inizi Peloponezia a voe torret ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo. Bez’ e oa neuze ur mor na oa ket don en-dro d’an inizi nevez. Adkregiñ a reas an inizi ha Kreta da sevel ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo ha setu penaos e voe savet ar menezioù uhel hag an douaroù uhel.
Seurt savidigezh ha soubidigezh a voe anezhe e-pad pell amzer ken e oa 10 000 bloaz ‘zo. Neuze, e-kerzh ar c’houlzad Pleistosen, e voe pemp gwech koulzadoù skorn ha skorneier. Bernioù dour eus ar mor a yeas d’o ober. Abalamour da se, bep gwech ma voe skorneier ec’h izelaas ar mor a 100 pe 200 metr ! A-drugarez da se eo e voe unanet ar pevar zolzad menezioù ha aodoù ar Peloponezia. Goude e teuzas ar skorn hag e voe beuzet ar vro adarre. Goude ar c’houlzad skorneier diwezhañ 12 000 bloaz ‘zo e teuas ar vro da sioulaat a-benn ar fin. En em goadañ a reas ar vro, stivelloù dour fresk a ziwanas dre-holl, ur gwir varadoz prest da zegemer an Den.
Siwazh n’eo ket bet gwall studiet paleontologiezh Bro-C’hres ha dre se ne ouvezer ket kalz a dra diwar-benn kentañ tud Enez Greta. Ar re gentañ o vezañ deuet da Greta a seblant bezañ bevet un 12 000 bloaz ‘zo bennak. Goude se e-tro 4 000 pe 5 000 bloaz ’zo e teuas Indezeuropiz eus ar reter hag en em veskjont gant tud kozh ar vro. Diwar se eo e teuas ar sevenadur minoat. Goude e teuas meuriadoù Gresianed da vevañ war an enezenn evel an Akaeiz ha diouzhtu war-lerc’h Doriiz. Tostoc’h ouzhimp e voe Buzantined, Arabed, Veneziiz, Turked, Alamaned hag a bep seurt tud all da anneziñ ar vro.