Jord Cochevelou
(Adkaset eus Georges Cochevelou)
Georges Cochevelou, pe Jord Cochevelou (Pariz 1889-Pariz 1974), ebenour, luder ha soner, a oa tad da Alain Cochevelou (Alan Stivell). Genidik e oa e dad eus Gourin hag e vamm eus Pondi. Savet e oa bet Jord e Pondi, ha skoliataet er gêr-se, ha goude e Gwened hag e Santez-Anna-Wened.
Jord Cochevelou
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Georges Cochevelou |
Anv ganedigezh | Georges Lucien Pierre Cochevelou |
Anv-bihan | Georges |
Deiziad ganedigezh | 16 Mae 1889 |
Lec'h ganedigezh | 14th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 20 Kzu 1974 |
Lec'h ar marv | Saint-Mandé |
Lec'h douaridigezh | Gourin |
Pried | Fanny Julienne Dobroushkess |
Bugel | Alan Stivell |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | luthier, troer |
Benveg sonerezh | Telenn |
Dedennet gant | telenn geltiek |
Evel Gildas Jaffrennou e oa dedennet-bras Georges Cochevelou gant an telennoù liesseurt a gaved e Kembre, Bro-Skos hag Iwerzhon betek c'hoantaat reiñ lañs ha brud dezhi war an douar-bras (komz a ra e vab eus "azginivelezh" evit a sell Breizh). Sevel a reas e delenn gentañ e deroù ar bloavezhioù 1950. E deroù ar bloavezhioù 1960 e savas an delenn gentañ gant kerdin metal, hag a zeuio ken brudet a drugarez d'e vab er bloavezhioù 1970.
Levlennadurezh
kemmañ- Vefa de Bellaing, Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne, 1992, p. 131,