Gerda Christian
Gerda Christian (ganet Gerda Daranowski, 13 a viz Kerzu 1913 e Berlin – 14 a viz Ebrel 1997 e Düsseldorf) a voe unan eus teir sekretourez Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed. Hitler a rae Dara anezhi. Labourat a reas ivez evit Elizabeth Arden.
Gerda Christian a grogas da labourat evit ar Führer e 1937, peogwir e klemme an div sekretourez all (Johanna Wolf et Christa Schroeder) dre ma oant beuzet gant al labour. Er penn-kentañ ne felle ket da Hitler kaout un trede sekretourez, peogwir e oa boas da labourat gant Wolf ha Schroeder. A-benn ar fin e tegemeras anezhi.
E miz C'hwevrer 1943 e timezas gant ar Marineoffizier Eckhard Christian hag e chomas a-sav gant he labour. Traudl Junge eo a gemeras he flas, a-raok ma tistrofe Christian da labourat evit Hitler e-kerzh ar bloavezh 1943.
Gerda Christian a voe e-touez annezidi diwezhañ ar Führerbunker. Klask a reas kuitaat anezhañ d'ar 1añ a viz Mae 1945, e-pad emgann Berlin. Asambles ganti e oa ur strolladig tud kaset gant ar Brigadeführer Wilhelm Mohnke. Meur a vaouez (Junge, Krüger ha Manziarly) a oa er strolladig-se. En deiz war-lerc'h e voent dizoloet en ur c'hev er Schönhauser Allee[1]. Gwallet e voe gant soudarded eus an Arme Ruz en ur c'hoad e-kichen Berlin[2].
Goude ar brezel edo o chom e Düsseldorf, ma labouras en ostaleri Eden. Mignonez e oa da Werner Naumann (bet o labourat e ministrerezh propaganda an Trede Reich ha bet e penn ur strollad neveznazi).
Gerda Christian e filmoù
kemmañGerda Christian a weler e meur a film diwar-benn an Trede Reich :
- Hitler: The Last Ten Days (Rouantelezh-Unanet, 1973). An aktorez Sheila Gish eo a c'hoari he ferzh.
- The Death of Adolf Hitler (Rouantelezh-Unanet, 1973). An aktorez Mitzi Rogers eo a c'hoari he ferzh.
- Der Untergang (Alamagn, 2004). An aktorez Birgit Minichmayr eo a c'hoari he ferzh.