Gerondiv
Ar gerondiv[1] pe tro-c'hraus[2] zo ur stumm digemm eus ar verb.
Gerdarzh
kemmañEus ar ger latin gerundivum.
E brezhoneg
kemmañKomzet e vez eus tro-c'hraus e brezhoneg pa vez lakaet an araogenn o dirak an anv-verb (o vont), pe an droienn araogennel en ur (en ur vont) pa vez daou ober war un dro.
E galleg
kemmañKomzet e vez eus tro-c'hraus e galleg pa vez lakaet an dibenn -ant ouzh pennrann ur verb, hag an araogenn en dirak : en chantant.
E saozneg
kemmañE saozneg e vez lakaet an dibenn -ing ouzh lost ar verb. Gwechall e veze graet ar c'hemm etre anv-gwan-verb bremañ (saoz. present participle) en -ing, hag anv-verb (saoz. gerund). Hiriv, e-barzh A Comprehensive Grammar of the English Language ha The Cambridge Grammar of the English Language ne vez ket graet ken.
E spagnoleg
kemmañE spagnoleg, koulz evel e galizeg ha portugaleg, e lakaer dibennoù d'ar verb, ando pe (i)endo : cantando (o kanañ).
Notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Ménard, 2012, pajenn 637.
- ↑ Geriadur Hemon-Huon 2005, pajenn 1058.