Gildas Bernier
Gildas Bernier (Kiberen, 30 Gouere 1915 - 30 Du 2000, Roazhon) zo bet kelenner istor ha douaroniezh en Oriant hag e Roazhon. Studiadennoù en deus savet ivez war dachennoù ar yezhoniezh, al lec’hanvadurezh, an istor.
Gildas Bernier
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Gildas |
Anv-familh | Bernier |
Deiziad ganedigezh | 30 Gou 1915 |
Lec'h ganedigezh | Kiberen |
Deiziad ar marv | 30 Du 2000 |
Lec'h ar marv | Roazhon |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | galleg, brezhoneg |
Micher | kelener pe kelennerez eilvet derezh, skrivagner, arkeologour |
Deskrivet en URL | https://www.persee.fr/doc/ecelt_0373-1928_1998_num_34_1_2248 |
Desket en doa brezhoneg gant e vamm-gozh, eus Kiberen. Goude e studioù e Naoned hag e Roazhon, e oa bet kelenner e lise an Oriant, da gentañ, hag e lise Bréquigny, e Roazhon, da c’houde. E 1980 en doa savet un dezenn anvet Les chrétientés bretonnes continentales depuis les origines jusqu'au IXème siècle, e skol-veur Roazhon 2, hag embannet a voe e labour e 1982.
Skridoù
kemmañ- Pennadoù embannet e kelaouennoù evel Études Celtiques pe Annales de Bretagne[1]
- Studiadennoù lec'hanvadurezh, embannet gant an Annales hydrographiques, diwar-benn lec'hanvadurezh aodoù Bro-Gwened[2]
- Les Chrétientés Bretonnes Continentales depuis les Origines jusqu'au IXème Siècle, G. Bernier, Université de Rennes, 1982, 214 p. (danvez e dezenn)
- Les premiers Bretons, P.R. Giot, L. Fleuriot, G. Bernier. Kastellin: Jos, 1985