Gotthard Heinrici
Gotthard Heinrici, ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1886 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Kerzu 1971, a oa un ofiser uhel alaman e-pad an Eil brezel-bed. Heinrici a zo bet brudet pa voe lakaet evel penn Strollad Arme ar Vistula, ar peurrest eus ar Strollad Arme Kreiz, war talbenn Berlin e miz Ebrel 1945.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Gotthard Carl Fedor Heinrici |
Anv-bihan | Gotthard |
Anv-familh | Heinrici |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1886 |
Lec'h ganedigezh | Gusev |
Deiziad ar marv | 13 Kzu 1971 |
Lec'h ar marv | Freiburg im Breisgau |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | ofiser, milour |
Deroù ar prantad labour | 1905 |
Grad milourel | Generaloberst |
Commander of (DEPRECATED) | 16th Infantry Division |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Slovak Republic, Battle of the Seelow Heights |
Skour lu | Imperial German Army |
Unvez milourel | 1. Panzerarmee |
Eil Brezel-bed
kemmañTalbenn Berlin
kemmañD'an 20 a viz Meurzh 1945, Adolf Hitler a lakae Heinrici e-plas Heinrich Himmler evel penn uhelañ ar Strollad Arme ar Vistula war Talbenn ar Reter. Gant an digarez da vezañ klañv, Himmler a oa tec'het eus e bost d'an 13 a viz Meurzh hag aet da guzhat en ur sanatorium en Hohenlychen. Talbenn Strollad Arme ar Vistula na oa nemet 80 kilometrad bennak eus kêr-benn ar Reich, Berlin.
Strollad Arme ar Vistula a oa savet gant div arme: an 3e Arme Panzer renet gant ar jeneral Hasso von Manteuffel hag an 9vet Arme renet gant ar jeneral Theodor Busse. Heinrici a oa bet kefridiet da dalañ ouzh an tagadennoù soviedel war ar stêr Oder en desped da vezañ e penn un armead didud hag isdafaret. N'eus nemet an tiriad a roe harp da Heinrici; toullet e voe gant fozioù difenn ha kuzhet an 9vet Arme war teir linenn difenn war uhelderioù Seelow. Staliet mat e oa an alamanted a-us da douaroù traez, ha bouilhennek ribloù an Oder. 3de Arme Panzer Manteuffe,dafaret gant nebeutoc'h ha kirri hobregonet evit an 9vet Arme, a oa bet staliet dammheñvel met en norzh evit talañ ouzh un dagadenn a-gostez gant ar Marechal Konstantin Rokossovsky hag e 2vet Talbenn Bielorusian.
D'ar 16 a viz Ebrel e oa kroget Emgann an Oder-Neisse. An Arme Ruz a dage gant 1 500 000 soudard evit ar pezh a anvent "Oberiadur argadiñ Berlin".
E-pad Emgann Berlin, Heinrici a lakas e nerzhioù lu da gilañ war-zu ar c'hornôg ha ne glaskas ket difenn ar gêr. E fin miz Ebrel, Heinrici a roe an urzh da gilañ d'e strollad arme a-dreñv ar stêr Oder. Hitler ne voe kelaouet eus ar fed-se nemet d'an 21 a viz Ebrel, goude ma voe savet ur goulenn iskis gant Heinrici. Hennezh a c'houlenne bezañ aotreet da staliañ e lec'h-penn en ul lec'h nevez, hag a oa e kornôg Berlin.
Soñjoù personel
kemmañDimezet e oa d'ur vaouez hanter-yuzev (Mischling), en desped da-se Heinrici a oa harper d'ar renad nazi ha d'ar mennozhioù faskour evel mennad al Lebensraum. Ne oa ket a-du gant ar soñjoù ha lezennoù gouennelour. Heuget don e oa bet gant ar pogromoù enep-yuzev e-pad ar Kristallnacht, met chomet e oa leal d'ar renad nazi. E penn kentañ an Oberiadur brezel Barbarossa, Heinrici, pa oa bet roet dezhañ ar Kommissarbefehl, en devoa asantet gant ar mennozh o embann e oa un doare da dalañ ouzh an dizurzh dres a-dreñv an talbenn. N'en doa ket asantet urzhioù "an douar devet", dreist-holl evit kêr istorel Smolensk.
Evel penn milourel, an istorourien a lar eus outañ e oa ar gwellañ difenner eus ar Wehrmacht hag ur mailh gwelet gant estlamm gant ar jeneraled all. N'eo ket chomet brudet an den rak hervez gerioù Samuel W. Mitcham, e oa Heinrich "as charismatic as a 20-pound sack of fertilizer" .