Gresianeg Tsakonia
Gresianeg Tsakonia pe tsakon(i)eg (gresianeg Τσακωνικά) a zo anv ur rannyezh gresianek a-vremañ, barrek warni 300-2.000 den e Tsakonia e Peloponnez, (Gres).
Peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh gresianek met gant tud zo e vez renket an tsakonieg evel ur yezh disheñvel dre ma oa diorroet diwar ar gresianeg dorek tra ma oa diorroet an gresianeg unvan (dhimotiki) diwar ar gresianeg attek.
N'he deus ar yezh statud ofisiel ebet e Gres ha daoust m'eo bet troet lidoù an Iliz ortodoksel e tsakonieg e vez graet al lidoù e gresianeg koine peurliesañ evel e lec'h all.
Takad-implij
kemmañHiziv e vez komzet tsakonieg en un toullad kêrioù ha kêriadennoù er menezioù nepell diouzh Plegmor Argol; gwezhall avat e veze komzet war un dachenn ledanoc'h war-du ar su hag ar c'hornôg hag ivez war aodoù Lakonia (Λακωνία) (Sparta gwezhall).
En desped d'ar c'henwerzh gant ar c'hêriadennoù war an aod, abalamour d'an diaesterioù geografikel a lakaas diaes an darempredoù gant an diavaez all e vanas didroc'het an darn vrasañ eus an dsakonegerion diouzh ar peurrest eus ar c'hresianegerion betek an 19vet kantved. Tra ma krogas ar skolioù da vezañ staliet eno avat hag ivez a-drugarez d'ar fed ma teuas aesoc'h-aeasañ da vont ha dont goude brezel Dieubidigezh Gres e tarempredent annezidi Tsakonia muioc'h-mui a c'hresianegerion deuet eus an diavaez ha kregiñ a reas an niver a dud a rae c'hoazh gant an tsakoneg da vont war digresk diouzh 200.000 den bennak barrek war ar yezh betek un nebeud kantvedoù hiziv.
War vuanaat ec'h eas ar yezh da goll goude ma oa bet staliet an tredan e holl gêriadennoù Tsakonia er bloavezhioù 1970 rak bremañ e vez klevet ar skingomz ha gwelet ar skinwel e gresiang unvan gant an holl, ha levezonet kalz gant ar mediaoù-se eo bet ar re yaouankañ hag o doare-komz dreist-holl.
Klasket eo bet en anar peurliesañ adreiñ un tamm lañs d'ar yezh dre he c'helenn er skolioù. N'he deus ar yezh statud ofisiel ebet ha keit ha ma ranker implijout ar gresianeg unvan evit mont e darempred gant ar gouarnamant, evit mont da skol pe evit kas da-benn kefridioù boutin all n'ec'h aio ket ar maout gant an tsakonieg ha ma kendal'h ar yezh da vont da get evel m'mañ bremañ ne vo ket ken diouti e-korf an 21vet kantved.
Rannyezhoù
kemmañIsrannet e vez an tsakonieg e teir rannyezh pennañ:
- Tsakoneg an norzh
- Tsakoneg ar su
- Tsakoneg Propontis (Προποντίς) (Mor Marmara)
Perzhioù yezhadurel
kemmañHervez Ethnologue ez eus 70% a heñvelderioù etre an tsakoneg hag ar gresianeg demotek. Diazezet emañ ar jedadenn-se dre keñveriañ listenn Swadesh evit an eil yezh hag eben. N'eo ket ken tost all avat an eil yezh ouzh eben pa geñverier bep o geriaoueg en o fezh.
- Kevreadurezh ha morfologiezh:
- Kavout a reer e tsakonieg henstummoù aet da goll e gresianeg unvan, en o zoeuez an amzer-vremañ kevrennek
- Mankout a ra e tsakonieg elfnnoù adverbek kavet e gresianeg unvan hag implijet e vez πη (phi) e tsakoniege lec'h ar stumm unvan που
- Daoust ha m'emañ damheñvel morfologiezh an anv-kadarn e tsakonieg hag e gresianeg unvan dre vras, e tsakonieg e skarzher -s merk an nominativel gourel unander alies a-walc'h, d.s. "raskler": taskonieg o τσχίφτα kv. unvan o τρίφτης
- Geriaoueg:
- A orin dorek eo an darn vrasañ eus ar c'heriaoueg diazez, bete levezonet gant rannyezhoù ar gresianeg koine komzet tro-war-dro
- Tostoc'h emañ rannyezh Propontis ouzh rannyezh Trakia ha tostoc'h eo ar c'heriaoueg ouzh hini ar gresianeg unvan. N'eo ket ken tost all avat hini rannyezhoù tsakoniek an norzh hag ar su, keñveriit, da skouer: "dour" e rannyezhoù norzh ha su ύο ('io' diwar ar henc'hresianeg ὓδωρ) kv. proponteg νερέ ('neré') ha gresianeg unvan νερό ('neró').
- Kavet e vez ivez un nebeud amprestoù digant an turkeg hag an albaneg arvanitek (arbërisht)
Doare-skrivañ
kemmañEx-hengounel eo bet implijet al lizherenneg c'hresianek mui un toullad divc'hrafennoù evit gallout skrivañ sonioù na vezont ket kavet e gresianeg unvan, d.s. "σχ" evit treuzskrivañ ar gensonenn drekkevig dre daravat divouezh (/ʃ/)
Gant Thanasis Kostakis (Θ. Π. Κωστάκης) e oa bet ijinet ur doare reizhskrivañ oc'h implijoù meur a sin diakritek, en o zouez poentoù, ar spiritus asper hag ar c'haron evit sevel e oberennoù diwar-benn yezhadur an tsakonieg.
Lizhrennoù gresianek ispisial evit treuzskrivañ sonioù an tsakonieg. Daveennoù: Nicholas, Houpis, Costakis | |||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Divc'hrefennoù | Kostakis | LFE | |||||||||||
σχ | σ̌ | ʃ | |||||||||||
τσχ | σ̓ | ʨ | |||||||||||
ρζ | ρζ | rʒ | |||||||||||
τθ | τ̒ | tʰ | |||||||||||
κχ | κ̒ | kʰ | |||||||||||
πφ | π̒ | pʰ | |||||||||||
τζ | (Κ) τζ ̌ - τζ & τρζ ̌ – τρζ (Λ) τζ ̌ - τζ |
(K) ts, trʒ (L) ts ʤ | |||||||||||
νν | ν̇ | ɲ | |||||||||||
λλ | λ̣ | ʎ | |||||||||||
*Notenn: (K) = rannyezh an norzh komzet e Kastanitsa ha Sitaina; (Λ) ha (L) = rannyezh ar su komzet tro-dro da Leonidio. |
Frazennoù skouer
kemmañBrezhoneg | Tsakonieg | Distagadur (LFE) | Gresianeg unvan |
---|---|---|---|
Pelec'h emañ ma c'hambr? | Κιά έννι ο όντα μι; | /cɑ ˈɛˌɲi ɔ ˈɔˌdɑ mi/ | Πού είναι το δωμάτιό μου; |
Pelec'h emañ an aod? | Κιά έννι το περιγιάλλι; | /cɑ ˈɛˌɲi tɔ ˌpɛɾiˈʝɑʎi | Πού είναι η παραλία; |
Pelec'h emañ ar bar? | Κιά έννι το μπαρ; | /cɑ ˈɛˌɲi tɔ baɾ/ | Πού είναι το μπαρ; |
Arabat touchañ ac'hanon aze! | Μη' μ' αντζίχερε όρπα! | /mi m aˈʣiçɛˌɾɛ ˈɔɾˌp/ | Μην με αγγίζεις εκεί! |
Liammoù diavaez
kemmañ- Deskrivadur berr - Ethnologue
- Diorroadur yezhoniel
- Levrlennadur
- Pater Noster e tsakonieg (testenn skouer)
- Lid an Iliz ortidoksel e tsakonieg (RealAudio)
Daveennoù
kemmañ- Costakis, Athanasios (Thanasis) P. (1951). Συντομή Γραμματική της Τσακωνικής Διαλέκτου (Yezhadur berr ar rannyezh tsakoniek). Athens : Institut Français d'Athènes.
- Nicholas, Nick (diembann). "[n/a A Critical Lexicostatistical Examination of Ancient and Modern Greek and Tsakonian]". Eil brouilhed.
- Nicholas, Nick (1999). "The Story of pu: The grammaticalisation in space and time of a Modern Greek complementiser". Peurachu.