Gwinieg ar Muskadig

Gwinieg ar Muskadig zo un hollad gwiniegi en em led e su Breizh (Bro-Naoned pe departamant al Liger-Atlantel) hag e Maine-et-Loire ha Vande ma produer gwinoù gwenn sec'h. Renket eo dindan un AOK (anvadur orin kontrollet) abaoe 1937 (kemmedurioù diwezhañ ar renkadur dre an disentez embannet d'an 19 a viz Gwengolo 2001). Ur gorread 8 300 hektar zo dindan winiegi ar Muskadig (e 2016).

Gwinieg ar Muskadig, e Ruvelieg.

Ar gwini, a ro gwin gwenn hepken, zo dezho meur a anv : muskadig (anv lec'hel), meulon brezhon, meulon Bourgogn pe meulon musket. Dont a ra an anv "muskadig" eus frond ar musk a zo dezhañ. Darn eus ar gwiniegi a vez roet dezho an AOK muskadig diwar e vamm p'o deus tremenet ar gwinoù-se ar goañv en o fustoù pe o bodoù hepken ha bezañ c'hoazh war o mamm pa oant bet lakaet e boutailhoù pe etre ar 1 a viz Meurzh hag an 30 a viz Mezheven pe etre ar 15 a viz Here hag an 30 a viz Du.

Meur a anvadur kontrollet zo e gwinieg ar Muskadig :

  • Muskadig Rozioù-al-Liger, termenet e c'horread gant an disentez embannet d'ar 14 a viz Du 1936, war 500 hektar e 24 c'humun. Ur gwin temzet, nervus ha prest evit azviñ er boutailhoù.
  • Muskadig Rozioù-Lenn Veur, 29 Kerzu 1994. Un dibarelezh a zo dezhañ diwar ar mikrohinad degaset gant al Lenn Veur. Asantet eo implijout an anvadur evit ur gorread 600 hektar e 19 kumun, 2 anezho e Vande.
  • Muskadig Sevr-ha-Mewan, termenet e c'horread gant an disentez embannet d'an 9 a viz Here 1995, war 10 000 hektar e 23 c'humun. Diwar hemañ e teu 80% eus ar produadur.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.