Gwyddno Garanhir

(Adkaset eus Gwyddno Garahnhir)

Roue Meirionydd ha mab Gwrin Farfdrwch e oa Gwyddno Garanhir. Hervez an hengoun en dije kollet un darn vras eus e rouantelezh, a vije bet beuzet gant ar Meurvor Atlantel. Gwarezet e vije bet ar rannvro-se, Maes Gwyddno hec'h anv, gant ur chaoser. He dorioù a vije bet lezet digor gant ur plac'h, Mererid hec'h anv, ha beuziñ ar vro en dije graet ar mor.

Dimezet e vije bet Gwyddno Garanhir gant ur vaouez, Ystradwen hec'h anv, ha seizh mab en dije bet: Idris, Rhun, Dyfnwal, Eifionydd, Elffin, Sandde hag Edern.

Anv kemmañ

Kar-tost eo anv Gwyddno da anv Gouenoù, e Breizh.

Liammoù diavaez kemmañ

En e raok:
Gwrin Farfdrwch
Roue Meirionydd
 )

540
War e lerc'h:
Idris Gawr