Gwynllyw, pe Gwynllyw Milwr (soudard), pe Gwynllyw Farfog (barvek) (hag e saozneg Woolos the Warrior, Woolos the Bearded, hag e latin Gundleus, Gundleius pe Gwenleue) a oa ur roue hag ur sant brezhon e dibenn ar Vvet kantved (war-dro 450 – 500) er vro ha ne oa ket Kembre c'hoazh.

Gweledigezh Sant Gwynllyw, gant Sebastien Boyesen, e kêr Casnewydd, e gevred Kembre. Gwynllyw a oa roue ha sant brezhon, tad da Sant Kadou.

Roue Gwynllwg e oa, ur rouantelezh e kreisteiz Kembre, ha kontet eo da vezañ sant diazezer kêr Casnewydd.

Ur brezelour meur e oa ivez evit-doare, hag anaout a rae ar roue Arzhur. Diwezhatoc'h e troas ouzh ar relijion, ez eas da benedour, hag e savas iliz e Casnewydd . Dimeziñ a reas da Santez Gwladus ha tad eo da sant Cadoc.

Etre istor ha mojenn

kemmañ

Anavezet eo Gwynllyw Milwr dre buhezskridoù daou sant brezhon, hini Kadog, savet war-dro 1100 gant Lifris[1] ha hini Sant Gwynllyw (war-dro 1120)[2] .

Meneget eo e anv e rolloù rouaned Kembre. Hervez ar buhezskridoù e oa meulet e gurioù gant barzhed ar vro. Goude ma n'haller ket reiñ nemeur a gred d'ar buhezioù-sent e seblant bezañ bet ur roue en anv-se ha gwirionez a rank bezañ er munudoù dre vras.

Mab e oa d'ar roue Glywys a rene e Glywysing, e Morgannwg, ha moarvat betek ar stêr Towy. Diskenn a rae eus Macsen Wledig hervez skridoù zo, hag e vamm Guaul a oa a ouenn uhel ivez, pa oa merc'h-vihan d'ar roue Cunedda.

Pa varvas ar roue Glywys e voe rannet e rouantelezh etre e vibien, ha Gwynllyw an henañ a oa uheloc'h e renk eget e vreudeur. Kreiz e c'halloud a oa e kantrev Gwynllwg, anvet diwar-lerc'h e anv-eñ, hag anavezet e saozneg evel Wentloog. Ur breur dezhañ a oa sant Petroc, sant brezhon e Kernev-Veur hag e Breizh.

Hervez ar buhezskridoù e oa ur brezelour didruez, kustum da vont da breizhata ar rouantelezhioù amezek. Hervez Lifris e oa troet da reiñ skoazell d'al laeron[3], da vroudañ anezho da breizhañ, met hervez e vuhezskrid-eñ e oa ur roue reizh.

Preizhadegoù a aoze ivez en hanternoz, da lavarout eo e Brycheiniog. E-kerzh unan eus e droioù eo e skrapas Gwynllyw merc'h e amezeg, ar briñsez Gwladus, abalamour ma ne felle ket d'ar roue Brychan he zad, he reiñ dezhañ. Brudet eo Gwladus evel unan eus pevar bigel warn-ugent ar roue Brychan.

Ur mab he doe Gwladus, sant Kadog, anavezet e Breizh evel Kadou pe Kado. Kement ha lidañ ganedigezh e vab ez eas Gwynllyw da ober un dro-breizhata betek Caerwent.

Pan edo Gwynllyw war e dalaroù e teuas e vab Cadoc ha sant Dubricius davetañ d'e nouenniñ.
Diasur eo bloavezh e varv, etre 500 ha 523. Lidet e vez d'an 29 a viz Meurzh, deiz e varv.

Monumantoù

kemmañ

E 1949 e voe anvet Iliz St Woolos da iliz-kador. Ouzhpenn-se e c'haller menegiñ:

En tu-hont da se ez eus un delwenn, awenet gant gweledigezh un ejen, a zo bet savet gant Sebastien Boyesen]] hag a zo anvet The Vision of Saint Gwynllyw pe The Bell Carrier, echuet e 1996, hag a weler e kreiz-kêr Casnewydd hiriv.

Liammoù diavaez

kemmañ

Patrom:Portalpar

Notennoù

kemmañ
  1. Lifris, 'Vita sancti Cadoci)', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, embannet ha troet gant A. M. Wade-Evans (1944), 24–141
  2. 'Vita sancti Gundleii', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, embannet gant A. W. Wade-Evans (1944), 172–93
  3. Lifris, 'Vita sancti Cadoci', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, ed. and trans. A. M. Wade-Evans (1944), 24–141