An hañv a zo unan eus ar peder rannvloaz en takadoù kerreizh, an hini tommañ d'an aliesañ.

Giuseppe Arcimboldo, An hañv, 1573.
Bernioù kolo a weler e-pad an hañv e parkoù an takadoù kerreizh.

N'haller ket lavaret pegoulz e krog an hañv ha ne vez ket gwelet petra eo an hañv e pep lec'h pa n'eo ket ar memes rannvloazioù a zo en hantervoul norzh hag en hantervoul su.

Er steredoniezh e vez termenet deiz kentañ an hañv evel hini ar goursav-heol, da lavaret eo war-dro an 21 a viz Mezheven en hantervoul norzh ha war-dro an 21 a viz Kerzu en hantervoul su.
E-keñver an oablouriezh e kez termenet an hañv gant mizioù Mezheven, Gouere hag Eost (Norzh) ha Kerzu, Genver, C'hwevrer (Su) en o fezh. Tostoc'h ouzh ar fedoù eo an termenadur-mañ.

Koulskoude e vez kavet meur a zeiziad boas evit penn an hañv e bro pe vro. En Iwerzhon e vez lidet an hañv d'ar 1 a viz Mae, met e broioù all eo bet dibabet ar 1 a viz Mezheven pe an 21 a viz Mezheven. E steredoniezh Sina eo ar 6 a viz Mae, pe seik, a zo deiziad kentañ an hañv.

E su ha gevred Azia e vez termenet an hañv evel ar maread etre Meurzh ha Mezheven pa vez diwezh ar rannvloaz tomm ha donedigezh ar monson.

 
An hañv, kizellet gant Giovanni Caccini, Ponte Santa Trinita, Firenze.


Abeg ar wrez

kemmañ

Pa vez an hañv en un hantervoul eo troet homañ war-du an Heol p'eo kosteziet ken e chom pelloc'h dindan e vannoù ha dre-se eo hiroc'h an deizioù ha tommoc'h an temperadur.

Gerioù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.