Haemorhous mexicanus
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Fringillidae | ||
Genad : | Haemorhous | ||
Anv skiantel | |||
Haemorhous mexicanus (Müller, 1776) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Haemorhous mexicanus[1] (Carpodacus mexicanus kent) a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Fringillidae.
Anvet e voe Fringilla mexicana (kentanv) da gentañ-penn (e 1776)[2] gant al loenoniour alaman Philipp Ludwig Statius Müller (1725-1776).
Doareoù pennañ
kemmañBoued
kemmañBevañ a ra diwar c'hreun, had ha hugennoù peurvuiañ ; degouezhout a ra dezhañ debriñ amprevaned bihan eus an uskerentiad Aphidoidea.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an unnek isspesad anezhañ[3] :
- Haemorhous mexicanus amplus, en Enez Guadalupe (er-maez da walarn Mec'hiko),
- H. m. centralis, e kreiz Mec'hiko,
- H. m. clementis, en inizi San Clemente (er-maez da vervent Kalifornia) ha Los Coronados (er-maez da walarn-pellañ Mec'hiko),
- H. m. coccineus, e mervent Mec'hiko,
- H. m. frontalis, e mervent ha gevred Kanada, Stadoù-Unanet Amerika ha gwalarn Mec'hiko,
- H. m. griscomi, e Guerrero (mervent Mec'hiko),
- (†) H. m. mcgregori, en Enez San Benito (er-maez da walarn Mec'hiko),
- H. m. mexicanus, e kreisteiz-kreiz Mec'hiko,
- H. m. potosinus, e hanternoz-kreiz Mec'hiko,
- H. m. roseipectus, e traoñienn Oaxaca (kreisteiz Mec'hiko),
- H. m. ruberrimus, e kreisteiz Kalifornia-Izel (gwalarn Mec'hiko),
- H. m. sonoriensis, e kreisteiz Sonora, mervent Chihuahua, hanternoz Sinaloa (kornôg-kreiz Mec'hiko).
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ AnimalBase.
- ↑ Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Haemorhous mexicanus.