Hameln
kumun alaman
Hameln zo ur gêr eus Alamagn, e stad Saks-Izel. Pennlec'h arondisamant Hameln-Pyrmont eo ha 56 529 a dud zo o chom e kêr (Kerzu 2015).
War lez ar Weser emañ Hameln, e-harz menezioù Weserbergland, ma vez kalz a douristed hag a gerzherien.
Brudet eo kêr Hameln abalamour d'ar gontadenn Der Rattenfänger von Hameln, un istor gozh dastumet hag embannet gant ar baotred Grimm, milanavezet bremañ. Skrivet ez eus bet barzhonegoù awenet gant ar gontadenn-se gant Goethe ha gant Robert Browning. Ur gêr gozh eo Hameln, gant savadurioù ha tiez kaer en he c'hreiz. Gant istor Fleüter Hameln e vez desachet gweladennerien e-leizh, ha bep sul, e-pad an hañv, e vez c'hoariet an istor en-dro e kreiz kêr.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Hameln gant ar c'hêrioù-mañ :