Hans-Erich Voss
Hans-Erich Voss (pe Voß) (30 a viz Here 1897 en Angemünde - 18 a viz Du 1969 e Berchtesgaden) a oa un eilamiral alaman da vare an Eil Brezel-bed. Unan eus a dud diwezhañ voe er Führerbunker e Berlin e voe ivez.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Anv-bihan | Hans, Erich |
Anv-familh | Voss |
Deiziad ganedigezh | 30 Her 1897 |
Lec'h ganedigezh | Angermünde |
Deiziad ar marv | 18 Du 1969 |
Lec'h ar marv | Berchtesgaden |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | naval officer |
Perzhiad e | International Military Tribunal |
Grad milourel | vizeadmiral |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Kriegsmarine |
Prizioù resevet | Knight's Cross of the Iron Cross |
E vuhez
kemmañMont a reas er morlu e 1915, hag ec'h echuas gant e studioù en akademiezh vor e 1917. Da vare Republik Weimar hag an Trede Reich e labouras en Deutsche Marine. Lakaet e voe da gabiten-lestr e 1939 hag e miz Here 1942 e voe lakaet da gomandant ar morreder Prinz Eugen. Ur pennadig goude e kejas ouzh Joseph Goebbels hag a oa deuet da weladenniñ ar vag asambles gant kazetennerien. Goebbels a lakaas Voss da eilamiral d'ar 1añ a viz Meurzh 1943. Er Wolfsschanze e oa Voss da zevezh irienn an 20 a viz Gouere 1944. Gloazet e voe pa darzhas ar vombezenn ha resev a reas ar vedalenn Verwundetenabzeichen. E 1945 ez eas da repuiñ er Führerbunker e Berlin. Eno e teuas da vezañ kuzuliad Goebbels hag e wreg Magda. D'an 30 a viz Ebrel e voe Voss e-touez an ofiserien a glevas Hitler o lavarout e oa gwelloc'h dezhañ mervel e-lec'h klas tec'hout kuit rak gronnet e oa Berlin gant soudarded an Arme Ruz. Er strollad kaset gant an SS-Brigadeführer Wilhelm Mohnke e oa Voss. Klask a rejont kuitaat Berlin, met al lod brasañ anezho a voe harzet gant soudarded an Arme Ruz. Kaset e voe Voss d'ar bunker en-dro, da anavezout korfoù devet Joseph, Martha Goebbels hag o c'hwec'h bugel. Goude-s e echomas prizoniad e-pad pell. E miz Eost 1951 e voe tamallet outañ bezañ bet ur post a-bouez en aozadur brezel Hitler ha bezañ kemeret perzh en ur brezelagradiñ, daoust d'al lezennoù ha d'ar feurioù-emglev etrebroadel. E miz C'hwevrer 1952 e voe kondaonet da 25 bloavezh toull-bac'h gant lze-arme distrig arme Moskva. E miz Kerzu 1954 e voe dieubet diwar un dekred gant Praesidium ar Sovied Meur ha kaset da Alamagn ar Reter.
Levrlennadur
kemmañ- V.K. Vinogradov et alter : Hitler's Death: Russia's Last Great Secret from the Files of the KGB ; Chaucer Press ; 2005