Er vitologiezh skandinavat eo Hel (Norseg:  [ˈhel]) ul lec'h annezet gant boudoù marv. Renet e vez gant an doueez heñvel he anv, Hel. Er mammennoù islandek eh eus taolennoù liesseurt a dud beziet gant bitrakoù arouezel da aesaat o beaj davet Hel goude o marv. En Edda e gwerzennoù e vez taolennet gant Odin an ergerzh eus Hel gant Brynhildr goude he marv, tra ma oa Odin o kantren e Hel en ur varc'hekaat Sleipnir hag o vezañ bev memestra. En Edda e komz-plaen e vez kontet penaos e voe kaset Baldr da Hel hag amproù Hermóðr en addegas en ur arverañ Sleipnir.

"Odin o varc'hekaat davet Hel" (1908) gant W. G. Collingwood

Gerdarzh

kemmañ

Ar ger Hel a vez adkavet en holl yezhoù germanek : saozneg hell, frizeg helle, hensaksoneg hellia, henc'hermaneg uhel hella, ha goteg halja. An holl stummoù a zeu eus an anv benel kentgermanek *haljō ('al lec'h kuzhet' pe 'an isbed', ar bed dindan an douar).

Lec'hioù damheñvel ha tudennoù ereet outo

kemmañ
  • Helreginn, ur ramz, e anv a dalv "rener an Hel"
  • Náströnd, bed an dorfedourion
  • Niflheim, bed ar ramzed-skorn
  • Niflhel, al lec'h donañ e Hel
  • Hekla, ur menez-tan e Bro-Island ereet ouzh Hel
  • Hades (an isbed e mitologiezh Henc'hres)