Hiadezed
An Hyadezed (henc'hresianeg : ‘Υάδες Huádes, « ar Glavegezed », eus ὑειν, « ober glav ») e oa nimfezed ar glav e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant d'an Titan Atlas ha d'an Okeanidenn Aithra, pe Pleione, ha c'hoarezed da Hyas. En un doare all eus ar vojenn int merc'hed da Hyas ha Boiotia.
Kemmañ a ra o niver hervez ar skrivagnerien (div int, pe deir, pe bemp, pe seizh, pe kalz muioc'h). Meneget e vez an anvioù-mañ:
Mojennoù
kemmañMagerezed Zeus e voent e Dodone. Pa voe ganet Dionysos e voe kaset gante betek ar menez Nysa, ha roet da Ino da ziwall. Zeus o c'hasas neuze d'an Oabl d'ho mirout diouzh kounnar Hera.
En ur vojenn all e oa bet lazhet o breur Hyas gant ul leonez (pe un hoc'h-gouez), ha glac'haret e voent kement ken na baouezent ket a ouelañ. Ma voe fromet an doueed gant o gouelvanoù. Lakaet e voent e-touez gronnad stered an Hiadezed e-barzh steredeg an Tarv.
Skridoù
kemmañ- Diodoros Sikilia, Bibliotheke historie (V, 52).
- Nonnos Panopolis, Dyonisiaka (XIV, 143).
- Hesiodos,
- Astronomiezh (Tamm 2),
- Al Labourioù hag an Deizioù (gwz. 609).
- Seneca, Medea, (gwz. 311, 767).
- Ovidius, Fasti (V, 164).
- Valerius Flaccus, Argonautica (V, 408).
- Vergilius,