Hilarius Arle
Hilarius (401-449) a oa ur manac'h galian a voe anvet da eskob Arle er Vvet kantved ha da sant goude e varv.
Istor
kemmañGanet e oa en hanternoz Galia entre 401 ha 403, e ti tud a ouenn uhel, ha kar e oa moarvat da sant Honoratus Arle. Hag eñ paotr yaouank pinvidik e kavas gwelloc'h dilezel ar madoù da vont da vanac'h da vanati Lerins, diazezet gant Honoratus Arle.
Da abad e voe anvet pan eas Honoratus da arc'heskob Arle. Ur c'hoar en doa, Pimeniola, a zimezas da Loup, a voe eskob Troyes. E 429 e teuas da vete Honoratus war e dremenvan. Ha kerkent e voe lakaet da arc'heskob, e-lec'h e bellgar adarre.
Oberennoù
kemmañChomet ez eus war e lerc'h meur a skrid berr, lizhiri pe sarmonioù dreist-holl:
- ur Vita S. Honorati Arelatensis episcopi, buhez e bellgar Honoratus;
- Metrum in Metrum In Genesim Ad Leonem Papam , barzhoneg diwar-benn ar C'heneliezh, savet d'ar pab Leon Veur;
- ur varzhoneg, De providentia, a lakaer peurvuiañ war gont Prosper Akitania a c'hallfe bezañ bet savet gantañ.