Lupus (e latin), pe Loup (e galleg hag e brezhoneg), pe Leu (e galleg), ganet war-dro 383 ha marvet war-dro 478, a oa eskob Troyes e Galia ar Vvet kantved. Mont a reas da Enez Vreizh da brezeg gant e geneil eskob Jermen Auxerre. Ur sant eo, a vez lidet d'an 29 a viz Gouhere.

San Lupo di Troyes, evel ma vez graet anezhañ en Italia

Ganet e oa e Toul war-dro 383, ha mont a reas da servij ar gouarnour kristen Jermen Auxerre (ha ne oa ket eskobet c'hoazh) . Dimeziñ a reas gant Pimeniola, c'hoar da Hilarius, eskob Arle. Goude 7 vloaz er briedelezh ez eas pep hini da vanac'h.

E Lérins edo ar manac'h Loup. Krediñ a ra lod e oa breur da Vincent of Lérins[1]. en 426 ez eas da d-Troyes , ma voe eskobet

Bodañ a reas ur sened-eskibien er gêr-se ha dibabet e voe gant Jermen Auxerre da vont da brezeg da Vreizh-Veur a-enep ar belagiz a rae berzh eno[2].

P'edo an daou vignon o tremen dre Nanterre, e-kichen Pariz, e tegouezhjont gant ur plac'h yaouank, Jenovefa hec'h anv, ha Jermen a roas ur pezhig dezhi a-raok he gouestlañ da Zoue.

Lupus hag Attila

kemmañ

E 451 e voe gwarezet kêr Pariz gant Jenovefa ha hini Troyes Loup p'edo arme Attila o tostaat da ober freuz ha reuz[3]. Da gentañ e voe kaset beleien da gannaded da Attila gant o eskob Loup, hag en o zouez Memorius ha Camelian. Lazhet e voent holl, nemet unan: Camelian ne varvas ket, hag a voe eskob Troyes war-lerc'h Loup. Hervez a zo bet skrivet e pedas Loup e-pad meur a zevezh a-raok gwiskañ e zilhad ha mont e penn ur brosesion da gaout Attila ha da zerc'hel warnañ ken na bellaas e arme diouzh kêr. Ur pennad koude e voe trec'het Attila en emgann Chalons.

En ur gudenn lous e oa Lupus pa c'houlennas Attila digantañ dont gantañ hag e arme war-lerc'h emgann Chalons. Attila a gave dezhañ e virje an eskob gant e c'halloud ouzh distruj e arme. N'eus forzh penaos e voe tamallet Lupus gant ar Romaned da vezañ skoazellet an Huned da dec'hel.

En em dennañ a rankas Loup da Mont Lansuine (15 km eus Troyes) e-pad daou vloaz, ha goude e voe daou vloaz all e Mâcon ma reas un toullad burzhudoù. Goude e tistroas da eskob hag e varvas e Troyes en 478 pe 479.

N'eo ket an holl a gred eo gwir an abadenn gant Attila[4] Rak memestra a vez kontet diwar-benn Jenovefa.[5]. Skrivet en deus Donald Attwater e oa hagiografiezh ha n'eo ket istor an abadenn-se

War lerc'h e varv

kemmañ

Kant vloaz bennak goude, e 570, e teuas ar rouaned Gontran ha Chilperig war e vez da douiñ ober ar peoc'h etreze.

Relegoù sant Loup a voe stlabezet e noz an 9 ha 10 a viz Genver 1794, war-bouez un tamm klopenn miret en iliz-veur Troyes. Pedet e vez ar sant ouzh an diaoul, an drougsant hag ar peluz.

E Breizh

kemmañ

Marteze eo eñ an hini a vez enoret e Lanloup, met meur a Sant Loup all zo.

En Italia

kemmañ

Enoret eo ivez e San Lupo, e proviñs Benevento, e kreisteiz Italia.

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ