Hoc'h-dreinek Brazil
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Rodentia | ||
Kerentiad : | Erethizontidae | ||
Genad : | Coendou | ||
Anv skiantel | |||
Coendou prehensilis Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Hoc'h-dreinek Brazil (Coendou prehensilis) a zo ur bronneg krigner hag a vev e Suamerika.
Doareoù pennañ
kemmañEtre 30 ha 60 cm eo hirder e gorf. Liv e gein (goloet gant pikoù berr) a cheñch gant pep loen, eus melen da zu. Gris eo e gof.
Hir eo e lost (etre 30 ha 50 cm) ha hegrog, da lavaret eo e c'hell kregiñ e brank ar gwez gantañ.
Engehentañ
kemmañWar-dro 200 devezh e pad an dougen ha ganet e vez ur c'holen bewech, 400 gramm e bouez. Goude bloaz e tizh ment an oad gour.
Emzalc'h
kemmañOberiant eo diouzh an noz ha diskuizhañ kludet er gwez diouzh an deiz. Bevañ a ra er c'hoadegi dreist-holl daoust ma c'hell bezañ spurmantet o kantreal en tachadoù gounezet gant an dud.
Pa vez paket pe pa'n devez aon ec'h a en e rodelloù.
En em vagañ a ra diwar plant : gwrizioù, delioù, frouezh... Dibluskañ a ra rusk ar gwez evit tizhout lodenn denerañ ar c'hoad.
Darempred gant an dud
kemmañHoc'h-dreinek Brazil a c'hell kas freuz ha reuz er plantadegoù (bananez, goiavez, maiz...) pa glask boued.
Debret e vez gant annezidi Suamerika.