Holland & Holland
Holland & Holland zo ur embregerezh saoz diazezet e Londrez hag a brodu hiziv-an-deiz armoù-tan evit ar chase graet gant an dorn ha dilhad uhel o friz.
Istor
kemmañSavet e voe an embregerezh e 1835 gant Harris Holland, a lakaas brevedoù war fuzuilhoù da wintañ ijinet gantañ. E 1876 e teuas Henry Holland, niz Harris, da genrener an embregerezh, a voe adanvet Holland & Holland. E 1898 e voe digoret un uzin e Harrow Road e Londrez. E 1912 e voe ijinet ar c'hartouchennoù .357 H&H Magnum gant an embregerezh. Implijet e vezont c'hoazh evit chaseal loened bras Afrika hiziv-an-deiz. E 1922 e voe brevedet gant Holland & Holland ar self opening-gun, ur sistem hag a lakae ar fuzuilh da wintañ da zigeriñ hec'h-unan goude an tenn diwezhañ. 23.117 fuzuilh-resisted Lee-Enfield n°4 T a voe produet gant an embregerezh e-pad an Eil Brezel-bed. Ar familh Holland, a oa chomet e penn ar jeu betek-neuze, a werzhas an afer e 1960, ha brud a dapas Holland & Holland e 1963 pa voe choazet evel pourvezer armoù chaseal ar priñs Philip Mountbatten[1]. Perzh eo abaoe 2021 eus ar Beretta Holding[2].
Ouzhpenn da Londrez ez eus bet digoret ur stal e Dallas (Texas, Stadoù-Unanet).
Kartouchennoù ijinet
kemmañOuzhpenn d'an armoù-tan en deus Holland & Holland ijinet kalz kalibroù munisionoù. Ar braz anezhe a zo dezhe boledoù uhel o c'halibr, savet evit chaseal loened bras[3].
- .240 Apex (1920, stummoù dezhe ur bourled pe ur greuzenn)
- .244 H&H Magnum (1955)
- .297/250 Rook (a-raok 1880)
- .275 H&H Magnum (1912, stummoù dezhe ur bourled pe ur greuzenn)
- .300 Rook anvet ivez .295 Rook
- .300 H&H Magnum (1912, stummoù dezhe ur bourled pe ur greuzenn)
- .375 Flanged Nitro Express (1899)
- .375 H&H Magnum (1912, stummoù dezhe ur bourled pe ur greuzenn)
- .400/375 Belted Nitro Express (1905)
- .400 H&H Magnum (2003)
- .500/450 Nitro Express (fin ar bloavezhioù 1890)
- .465 H&H Magnum (2003)
- .500/465 Nitro Express (1907)
- .600/577 Rewa (1929)
- .700 Nitro Express (1988)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) London since 1835 war lec'hienn Holland & Holland (lennet d'an 08/10/2024)
- ↑ (en) PETERS Charlotte, Beretta takes over Holland & Holland (diellet), Shooting UK, 05/02/2021 (lennet d'an 08/10/2024)
- ↑ Listenn tapet diwar ar Wikipedia saoznek.