Hornady (munisionoù)
Hornady Manufacturing Company zo un embregerezh munisionoù evit an armoù-tan hiniennel ha dafar adkargañ savet e 1949 ha diazezet e Grand Island (Nebraska, Stadoù-Unanet Amerika).
Istor
kemmañE 1949 e voe savet an embregerezh gant Joyce Hornady. Ne oa ket ar mare aesañ da sevel un embregerezh munisionoù abalamour d'an diskar war ar goulenn goude ar bloavezhioù brezel. Daoust da zeroù diaes e krogas an embregerezh da greskiñ ha da dapout kevratoù evit pourveziañ an arme amerikan da vare brezel Korea. Savet e voe ul labouradeg nevez 800 m² e 1958 e-lec'h m'emañ c'hoazh hiziv-an-deiz[1].
E 1981 e varvas Joyce Hornady en ur gwallzarvoud karr-nij[2]. E vab Steve Hornady a gemeras penn an embregerezh. Er bloavezhioù 1970 e krogas Hornady da werzhañ dafar adkargañ ouzhpenn ar munisionoù. E 2016 e laboure ouzhpenn 300 den evit an embregerezh, hag he froduioù a gaver er bed a-bezh.[1]
Ar .17 HMR hag ar 6,5 mm Creedmoor zo e-touez ar c'hartouchennoù brudetañ ijinet gant an embregerezh.
Produioù
kemmañOuzhpenn produiñ munisionoù a bep kalibr ha dafar adkargañ he deus ijinet an embregerezh ar c'halibroù-mañ :
- .17 HMR
- 6,5 mm Creedmoor
- 6,5 mm PRC
- 7 mm PRC
- 300 PRC
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) The Hornady Heritage and Vision war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 01/04/2024)
- ↑ (en) A twin engine plane ..., UPI, 15/01/1981