Humbert de Romans oa ur beleg dominikan okitanat bet Mestr an urzh etre 1254 ha 1263.

Ganet eo bet e Romans (bremañ Romans-sur-Isère e departamant an Drôme hag anvet Rumans d'Isèria en okitaneg a-vremañ) en eskopti Vienne war-dro ar bloavezh 1194. Aet eo da Anaon e kouent Valence war-dro ar 14 a viz Gouere 1277.

Studier e Pariz oa e 1215. Degemeret e voe en Urzh ar Brezegerien e 1224. Kelenn a reas an deologiezh e skol kouent Lyon adalek 1226. Priol ar gouent-se e voe eus 1236 da 1239. Dilennet e voe e penn Proviñs Roma e 1240 hag e penn hini Frañs e 1244. Mirout a reas ar gag betek 1254 ma voe dilennet Mestr an urzh e-kerzh chabistr meur Budapest. Dilezel a reas e garg e 1263 e-kerzh chabistr meur Londrez a-raok en em dennañ e kouent Valence.

Kroget en doa da labourat evit unaniñ liderezh an urzh adalek 1246 pa oa Johannes von Wildeshausen mestr an urzh. Kendelc'her a reas.

Aprouet e voe ur stumm kentañ leksional e-kerzh chabistr Metz e 1251. Ur skouerenn anezhañ a gaver e kouent Regensburg. Adwelet e voe hag aprouet e voe e 1254. Ur skouerenn eus al levr liderezh diwanet eus al labour-se ('Ecclesiastica officia') deuet eus kouent Sant-Jakez Pariz a gaver bremañ e Roma e dielloù kreiz an urzh dominikan.

Savet e voe ivez ul levr lennadennoù a-zivout buhezioù sent a voe implijet gant Jacques de Voragine evel dave en eil embannadur ar Vojenn Aour (La Légende Dorée).

Ne voe aprouet liderezh an dominikaned nemet e 1267 gant ar Pab Klemañs IV.

Tad-Paeron unan eus bugale Loeiz IX a Frañs e voe e 1256.

E 1256 e-kerzh chabistr Pariz e c'houlennas Humbert de Romans ma voe kaset dezhañ an holl danevelloù kentelius pe burzhudus a-zivout dominikaned 'zo a gaved (Dominig ha Pêr a Verona peurgetket). Goulenn a reas digant Géraud de Franchet bodañ ha renkañ anezho. "Vitae fratrum" a voe disoc'h al labour-se.

Etre 1263 ha 1277 e skrivas Humbert de Romans Le Don de crainte (pe Traité de l'abondance des exemples) ur dastumad tric'hant istor kentelius bennak evit sikour ar brezegerien da lakaat ar fideled war an "hent mat" ha da gemm o doareoù. Deskrivadurioù spontus hag istorioù skrijus a gaver el levr-se eta...

Skridoù

kemmañ
  • Humbert of Romans, Opera de vita regulari, 2 levrenn, embannet gant J. J. Berthier, Roma, Befani, 1888, adembannet e Torino gant Marietti e 1956.
  • Humbert de Romans, Le Don de crainte ou L'Abondance des exemples (ISBN 2-72-970731-X)