Huw Morus pe Huw Morys, pe a-wechoù Huw Morris (1622 - 1709) a oa ur barzh kembraek donezonet eus ar XVIIvet kantved, anavezet ivez dindan e anv-pluenn Eos Ceiriog. Bez’ e voe unan eus barzhed poblekañ e amzer, brudet evit e varzhonegoù hag e ganaouennoù karantez. Hanter-hent eo e skridoù etre doare barzhoniezh Barzhed an Uhelidi hag ar « gwerzennoù dieub.

Golo al levr Eos Ceiriog, un torkad barzhonegoù gant Huw Morus, embannet e Wrecsam e 1823.

Ganet e voe Huw Morus e 1622, e Llangollen. Mont a reas e familh da Llansilin, e Powys hiziv, war-dro ar bloavezh 1647. Eno e tremenas e vuhez, dizimez war a seblant, hag eno e varvas d’an 31 a viz Eost 1709.

Skrivañ a reas barzhonegoù, dindan paeroniezh meur a aotrou eus biz Kembre, evel Thomas Myddleton eus Castell y Waun, en o zouez meur a varvnad a lavarer ez int eus ar re wellañ en istor al lennegezh kembraek. Roet e voe dezhañ al lesanv 'Eos Ceiriog' (« eostig Ceiriog ») abalamour d’e varzhonegoù war ar garantez hag an natur. Dre e varzhonegoù e c’haller ivez kaout un alberz eus ar vuhez war ar maez e Kembre e dibenn ar XVIIvet kantved.

A-du edo gant ar roue saoz Charlez Iañ e-pad ar brezel-bro etre ar roue-se hag ar Parlamant saoz, ha darbet e voe dezhañ bezañ harzet gant aduidi Oliver Cromwell.

Levrlennadur

kemmañ