Satanig (evn)
(Adkaset eus Hydrobatinae)
| |||
---|---|---|---|
Ur satanig bihan
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar sataniged[1],[2] a zo evned mor bihan.
Tabut zo e-touez an evnoniourien evit renkañ anezho er rummatadur klasel. Evit lod ec'h a ar sataniged d'ober an iskerentiad Hydrobatinae (urzhiad Ciconiiformes / kerentiad Procellariidae). Evit lod all ec'h eont d'ober ur c'herentiad a-bezh (Hydrobatidae) en urzhiad Procellariiformes.
Spesadoù
kemmañSeizh genad ha 22 spesad sataniged a zo :
- Oceanites (da skouer: ar satanig-Wilson)
- Garrodia (1 spesad: ar satanig kein gris)
- Pelagodroma (1 spesad: ar satanig penn gwenn)
- Fregetta
- Nesofregetta (1 spesad: satanig Polinezia)
- Hydrobates (1 spesad: ar satanig bihan)
- Oceanodroma (da skouer: ar satanig bras)
Notennoù
kemmañ- ↑ Kentañ meneg eus an anv: Geriadur brezhoneg An Here, 2001.
- ↑ Meneget e Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon e 2005, troet gant pétrel..