Infant
(Adkaset eus Infantezed)
Infant pe infantez eo brezhonekadurioù ar gerioù spagnolek infante (gourel) hag infanta (gwregel) a zo an titl roet e rouantelezhioù Portugal ha Spagn, hag a-raok se e rouantelezhioù Aragon, Kastilha, Navarra ha León, da mibien ha merc'hed ar roue.
Yezh
kemmañ- Eus ar ger spagnolek infante, diwar al latin infans, "na gomz ket" → "bugel yaouank" ; tremenet e oa ar ger e galleg e 1407[1].
- E Geriadur Favereau ha Geriadur Ménard eo troet infant gant yaouaer, dre fazi : ar yaouaer n'eo nemet ar yaouankañ eus daou vugel.
E Spagn ha broioù all
kemmañ- E rouantelezh Spagn, en un doare resisoc'h, e reer ar c'hemm, e-touez an infanted, etre ar pennhêr hag ar re all. An hini zo o vont da ren war-lerc'h an tad roue a vez anvet da briñs, pe priñsez Asturiez, hag a baouez da vout infant evel ar re all neuze. Bugale priñs pe priñsez Asturiez zo infanted ivez. Pa varv Priñs Asturiez e vez roet an titl d'un infant all.
- En Bro-C'hall e veze graet Enfants de France pe Fils de France eus bugalear roue, ha Petits-Fils de France eus e vugale-vihan.
- An titl a gardinal-infant zo bet graet eus bugale zo, e Portugal da skouer.
Oberennoù
kemmañ- Las Meninas, pe La familia de Felipe IV, livadur gant Diego Velázquez, e 1656 ; hiziv e Mirdi ar Prado, e Madrid.
- The Birthday of the Infanta, ur gontadenn gant Oscar Wilde, en dastumad A House of Pomegranates, e 1891.
- Au jardin de l’Infante, dastumad barzhonegoù gallek gant Albert Samain, e 1893.
- Pavane pour une infante défunte, pezh-sonerezh evit ar piano gant Maurice Ravel, e 1899 ;
- danevell c'hallek gant Jean de La Varende, e 1946.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Le Robert de la langue française.