Inizi Strewet

kumun Bro-C'hall

An Inizi Strewet Meurvor Indez (galleg: Îles Éparses de l'océan Indien) zo inizi perc'hennet gant Bro-C'hall e Meurvor Indez, un aspadenn eus Impalaeriezh trevadennel ar vro-se. Abaoe miz C'hwevrer 2007 ez int unan eus ar pemp distrig a ya d'ober Tiriad Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Arc'het eo an inizi-se gant riezoù eus dre-gaout eno: Tromelin a zo arc'het gant Moris, an Inizi Glorius a zo arc'het gant Sechelez ha Komorez, hag ar re all gant Madagaskar.

Kartenn an Inizi Strewet (klikañ war ar skeudenn evit gwelet gwelloc'h).
Men emañ Inizi Strewet Meurvor Indez.
• 1 : Bassas da India
• 2 : Europa
• 3 : Inizi Glorius
• 4 : Juan de Nova
• 5 : Enez Tromelin
(KM : Komorez, MG : Madagaskar, MU : Moris, MZ : Mozambik, RE : Réunion, YT : Mayotte)

An inizi kemmañ