Ur yezh siouek-katawbek eo an Ioweg-Otoeg. Komzet e oa gant ar Vissouried, an Otoed hag an Iowayed e biz Kansas hag e darnioù Missouri ha Nebraska. Tost tre eo ouzh an Hokakeg. N'eo mui komzet nemet gant un nebeud tud gkzh er c'humuniezhoù Otoe-Iowayek en Oklahoma. Marv eo ar c'homzer gwir diwezhañ e 1996 met chom a ra un dornad tud damvarrek gant ar yezh.

Ioweg-Otoeg
(Baxoje-Jiwere-Nyut?aji)
Perzhioù
Komzet e : Stadoù-Unanet
Rannved : Amerika
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù siouek-katawbek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Urzh ar gerioù : SOV
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 sio
ISO 639-3
Kod SIL IOW
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Nemet e vefe strivoù da virout ar pezh a chom eus ar yezh eo gwirheñvel e yelo-hi da get buanik.

Niverioù en Ioweg-Otoeg

kemmañ
  • 1 yanki
  • 2 nowê
  • 3 tani
  • 4 towê
  • 5 thatah
  • 6 schâkwe
  • 7 schâma
  • 8 grérabenni
  • 9 shumkê
  • 10 krêpenne

Gwelet ivez

kemmañ

Yezhoù siouek Yezhoù ar Stadoù-Unanet