Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ipsa childreni

Hoc'hig-mor Children
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Ipsa
Anv skiantel
Ipsa childreni
(Gray, 1825)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ipsa childreni a zo ar spesad nemetañ eus genad Ipsa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.

Loen bev o klask boued penn gant e sifon hag ur vrec'hell el laez tu kleiz

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea[2].

Roet eo bet an anv childreni en enor da John George Children dastumadeger ha skiantour war ar c'hregin eus Bro Saoz ganet e 1777 ha marvet e 1852.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Ipsa childreni o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea childreni hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Pustularia childreni anv aet da get.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin bihan ha brav eo an Ipsa childreni. Kavet e vezont etre 5 ha 50 m donder dindan hag e barzh korailh, e mougevioù hag e spouennoù mor.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 ha 24 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm gour, pe ramz, betek 32 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Cypraeovula capensis, ur spesad gant tresadennoù kein damheñvel. Pustularia spp. ha Staphylaea spp. o deus dent ken moan.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet war aodoù reter Afrika nag en Aostralia.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=456433(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)