Iriaterin Werner
| |||
---|---|---|---|
I. werneri
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Atheriniformes | ||
Kerentiad : | Melanotaeniidae | ||
Genad : | Iriatherina | ||
Anv skiantel | |||
Iriatherina werneri Weber & de Beaufort, 1922 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Iraterin Werner a zo ur pesk dour dous eus kerentiad ar Melanotaenia, ar spesad nemeti er c'henad Iriatherina. E gavout a reer e Ginea Nevez etre ar stêrioù Fly ha Merauke hag en Aostralia er stêr Jardine er C'hab York.
Livadur
kemmañUr pesk bihan eo (war dro 5 cm) gant ur c'horf hir ha fin. Ar pared o deus angelloù-revr hir ha fin tre hag ur vras a stuc'henn a savont pa vezont o rutiñ. Gwenn int dreist holl met ur revr ruzart a zo gant ul lodenn anezho.
Annez
kemmañPlijout a ra da iraterined Werner un dour a zo war-dro neutr (tro 7.0 e b/Ph) hag etre 24°C ha 28°C e demperatur. Stank e rank bezañ ar strudaj, gant kelc'hiadoù frank evit ma c'hellfe ar pesked neuial. En akwariom eo gwelloc'h d'o lakaat gant melanotaeniae arall.
Emzalc'h ha gouennadur
kemmañUr pesk-moudenn peoc'hek eo daoust ma c'hell ar pared bezañ tagus a-walc'h. Gouennañ a reont alies en akwariom. Dozviñ a reont er strudaj goude ur likaouerezh kreñv a savont ar piri o stuc'hennoù. Diglorañ a ra ar vioù goude 8-12 dezvezh hervez an temperatur. Bihan tre eo ar munuch ha gant ar gerent e vezont debret alies.