Istor Suis
Kengevread Suis zo, abaoe 1848, ur stad kevreadel, enni kantonioù emren a-walc'h. Lod anezho zo bodet ouzhpenn seizh kantved zo, tra ma'z eus re all a zo stag outo abaoe an XIXvet kantved hepken. Bez' eo Suis koulskoude unan eus republikoù koshañ ar bed.
En Henamzer e oa poblet gant Galianed ha gant Reted hag aloubet e voe gant ar Romaned er Iañkantved kent JK. Ouzh ar sevenadur galian-ha-roman, e voe ouzhpennet al levezon german e dibenn an Impalaeriezh roman p'en em ledas an Alemanned en hanternoz hag er reter. En em gavout a reas Suis e-barzh Impalaeriezh ar Franked er VIvet kantved. Goude-se e tremenas al lodenn reter e-barzh Dugelezh Swabia, en Impalaeriezh Santel Roman, tra ma oa stag ar gornaoueg ouzh Rouantelezh Bourgogn.
Er Grennamzer e voe savet Kengevread kozh Suis (an Eizh Kanton), a zeuas a-benn d'en em zistagañ diouzh o amzeien, an Impalaeriezh Santel Roman ha Rouantelezh Bourgogn hag en em ledas war-zu ar c'hreisteiz e-pad Brezelioù Italia diwar-goust Dugelezh Milano. Da vare an Disivoud protestant e voe rannet ar C'hengevread ha bec'h a savas da-heul, etre ar c'hantonioù a oa trizek anezho da neuze. Pa c'hoarvezas an Dispac'h gall e voe aloubet Suis gant soudarded Bro-C'hall, e 1798, ha savet e voe Republik Helvetia, ur stad suj da Vro-C'hall. E 1803 e voe adsavet Kengevread Suis gant Napoleon Iañ. E dibenn Impalaeriezh Napoleon e voe bec'h adarre, gant brezel diabarzh ar Sonderbund e 1847. War-lerc'h e voe savet ur vonreizh kevreadel, e 1848.
Un istor a beoc'h ha berzh-mat eo bet hini Suis abaoe 1848. Emdroet eo ekonomiezh ar vro, eus ur vro a labour-douar d'unan industriel. Neptu eo chomet Suis e-pad an daou vrezel-bed kentañ. Deuet eo da vezañ unan eus broioù stabilañ ha pinvidikañ ar bed ; emglevioù zo bet sinet etre Suis hag Unaniezh Europa, met daoust m'eo kelc'hiet gant stadoù a zo izili eus an unaniezh-se, abaoe 1995, eo chomet e-maez anezhi betek-henn.