J'avais deux amis
J'avais deux amis (Daou vignon am boa) a zo ur ganaouenn c'hallek gant Eddy Mitchell hag a voe embannet en ur bladenn pevar zitl[1] gant an ti-embann pladennoù Barclay e miz Ebrel 1965. Lod eo eus an albom Du rock 'n' roll au rhythm 'n' blues ivez, deuet e-maez e 1965.
Azasaet e voe diwar don St. James Infirmary, ur sonenn folk stadunanat dianav ar saver anezhi[2], ha lakaet gerioù warnañ gant ar c'haner-sonaozer gall Jacques Chaumelle (1931-2013).
A-viskoazh ez eo bet sot ha levezonet-mat Eddy Mitchell gant ar rock 'n' roll stadunanat. Evel ma oa ar c'hustum d'ar mare ma krogas Mitchell da ganañ e reas gant sonennoù saoznek kanet pe savet gant arzourien estren all, stadunanat evit an darn vrasañ anezhe :
- Hank Ballard (1927-2003), Chuck Berry, James Brown (1933-2006), Ray Charles, Eddie Cochran (1938-1960), Cozy Cole (1909-1981), Sam Cooke (1931-1964), Don Covay (1936-2015), Bobby Darin (1936-1973), Joey Dee (1940-), Dion DiMucci (1939-), Ral Donner (1943-1984), Bill Haley (1925-1981), Buddy Holly (1936-1959), Brian Hyland (1943-), Frank Ifield (1937-), Jo Jones (1911-1985), Tom Jones (1940-), Louis Jordan (1908-1975), Curtis Lee (1939-2015), Jerry Lee Lewis (1935-), Ernie Maresca (1938-2015), Roy Orbison (1936-1988), Elvis Presley, Little Richard (1932-), Brad Newman (1938-1999), Gene Pitney (1940-2006), Johnny Preston (1939-2011), Cliff Richard (1940-), Neil Sedaka (1939-), Del Shannon (1934-1990), Hank Snow (1914-1999), Ritchie Valens (1941-1959), The Animals, The Everly Brothers, The Hollies, The Mojos, The Righteous Brothers, Gene Vincent (1935-1971) en o zouez,
azasaet e galleg evitañ.
Se zo kaoz e voe kanet J'avais deux amis gantañ, un nebeud bloavezhioù war-lerc'h an daou zarvoud reuzus a c'hoarvezas e dibenn ar bloavezhioù 1950/penn-kentañ ar bloavezhioù 1960.
3 a viz C'hwevrer 1959
kemmañGoude ur sonadeg bet dalc'het e Clear Lake (Iowa, Stadoù-Unanet Amerika) e tapas Buddy Holly, Ritchie Valens ha The Big Bopper (1930-1959) ar c'harr-nij a dlee o c'has da Fargo (North Dakota). En em frikañ ouzh an douar a reas an avion just war-lerc'h an dibradañ : koll o buhez a reas an holl arzourien hag o levier Roger Peterson. Anavezet eo an deiz-mañ evel The Day the Music Died[3] (An deiz ma varvas ar sonerezh).
Daoust ha m'en devoa kemeret perzh Dion and the Belmonts er sonadeg e Clear Lake ne oa ket ar strollad er c'harr-nij dre n'o devoa ket aez a-walc'h e dri ezel da baeañ o bilhedoù...
Gerioù J'avais deux amis :
« Un avion surgissant de l'ombre
S'est écrasé dans un bruit d'enfer
Un avion surgissant de l'ombre
M'a privé de Buddy à jamais. »
Div ganaouenn gant Buddy Holly — Not Fade Away ha Peggy Sue (1957) — a voe azasaet e galleg — Comment ça fait ha Peggy Sue — evit ma vijent kanet gant Eddy Mitchell.
16 a viz Ebrel 1960
kemmañBez' e oa Eddie Cochran, e zanvez-pried Sharon Sheeley (1940-2002) ha Gene Vincent en un taksi pa darzhas unan eus bandennoù-rod ar c'harr-tan. Ne voe ket blenier an taksi evit mirout ouzh e garr a vont a-benn ouzh ur gleuzeur-straed e Rowden Hill (Chippenham, Wiltshire, Bro-Saoz). Gwall c'hloazet e voe Sheeley ha Vincent ; kaset e voe Eddie Cochran da ospital Bath (Somerset) ma'z eas da Anaon antronoz.
Gerioù J'avais deux amis :
« Un taxi aux portes de Londres
Dérapant sur la chaussée mouillée
Un taxi aux portes de Londres
M'a fait perdre Eddy à tout jamais. »
Peder c'hanaouenn gant Eddie Cochran — Cherished Memories (1950), C'mon Everybody (1958), Somethin' Else (1959) ha Three steps to heaven (1960) — a voe azasaet e galleg — Jolie mélodie, Comment vas-tu mentir ?, Elle est terrible ha J'irai au paradis — evit ma vijent kanet gant Eddy Mitchell.
Selaou J'avais deux amis...
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ A-gevret gant J’ai perdu mon amour, Tu ne peux pas ha Si tu n’étais pas mon frère.
- ↑ Un tamm brud a voe roet dezhi pa voe sonet ha kanet gant Louis Armstrong (1901-1971) e 1928.
- ↑ Diwar gerioù American Pie (1971) gant Don McLean (1945-).