Jacob Kettler pe Jakob von Kettler (1610–1682) a oa Dug Kourland ha Semigallia (1642–1682). Gantañ e pinvidikaas ar vro hag e krogas zoken da sevel trevadennoù en Afrika.

Jacob Kettler

Ganet e oa Jacob Kettler e Goldingen (Kuldīga) e 1610. Mab e oa da Wilhelm Kettler, Dug Kourland, ha d'e bried Sophie von Preußen (1582-1610), ur briñsez eus an Tiegezh Hohenzollern, eus dugelezh Prusia. E baeron e oa James Iañ, roue Bro-Saoz. Ar memes anvioù eo James, e saozneg, ha Jacob, en alamaneg.

E dad en doa darempredoù fall gant ar varoned valt, ha distroadet e voe en 1616; e vreur Friedrich Kettler, eontr Jacob, dug Semigalia, a unvanas an div zugelezh neuze. Pa varvas Friedrich e 1642, ha dre ma oa divugel, eo Jacob a renas war e lerc'h. Gwir eo e oa rejant dija abaoe 1638.

En amzer e ren e veze graet kenwerzh en dugelezh gant an Izelvroioù, Portugal, Bro-Saoz, ha Bro-C'hall.

En 1651 e kasas listri da Afrika da sevel Fort Jacob, war lez ar stêr Gambia, en enezenn a zo St. Andrews en West Africa. En 1654 e aloubas Tobago gant al lestr Das Wappen der Herzogin von Kurland, ul lestr daou-bont gant 45 kanol, hag a zegase 25 den e karg, 124 soudard kourlandat, ha 80 tiegezh trevadennerien. Trevadenn nevez Tobago a voe anvet Neu Kurland ("Kourland Nevez").

Brezel

kemmañ

Prizoniet e voe Jacob Kettler gant Svediz e-pad Brezel an Hanternoz, etre 1658 ha 1660. E-keit-se e voe arsailhet trevadennoù an dugelezh, ha distrujet he listri.

Goude ar brezel ec'h adsavas Jacob al listri hag ec'h adkemeras Enez Tobago digant Izelvroiz. Darn a gred e oa en sell da drevadenniñ Aostralia, a oa bet dizoloet gant Izelvroiz, hag a rae brezel dezhañ. A-hervez en devoa bet harp digant ar pab Inosant X, met buan e varvas hennezh, ha ne oa ket troet ar pab nevez da reiñ e skoazell da Jacob.

Mervel a reas en Mitau (Jelgava) d'ar 1añ a viz Genver 1682.