Jacques de Gheyn ar Yaouankañ

Jacques de Gheyn II (hag ivez Jacob de Gheyn II) (e-tro 1565 en Antwerpen - 29 a viz Meurzh 1629 e Den Haag) a oa ul livour hag un engraver izelvroat. En e zoare da livañ e weler emdroadur an arz : eus orbidouriezh Norzheuropa d'ar gwirliverezh nederlandat.

Jacques de Gheyn II
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIzelvroioù ar Su Kemmañ
Anv-bihanJacques, Jacob Kemmañ
Deiziad ganedigezh1565 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAntwerpen Kemmañ
Deiziad ar marv29 Meu 1629 Kemmañ
Lec'h ar marvDen Haag Kemmañ
TadJacob de Gheyn Kemmañ
BugelJacob de Gheyn III Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg Kemmañ
Micherlivour, graphic artist, visual artist Kemmañ
StudierJacob Vosmaer Kemmañ
Oberenn heverkFlowers in a Glass Flask, Venus and Cupid, Spanish Warhorse Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ
Vanitas, 1603

De Gheyn a zeskas gant e dad, Jacob de Gheyn I, hag a oa engraver, mestr-tresour hag ivez saver gwer-livet[1]. E 1585 ez eas da Haarlem. Goude-se e studias gant Hendrik Goltzius e-pad pemp bloaz. E-kreiz ar bloavezhioù 1590 ez eas da Leiden. E-touez an oberennoù kentañ a voe goulennet gantañ e voe un engravadur eus e Seziz Geertruitenberg gant kargidi Amsterdam e 1593. E-tro 1600 e tilezas en engraviñ, hag e labouras a-zevri-kaer war al livañ hag al labour gant an dour-kreñv. E 1605 ez eas da Den Haag hag eno e labouras evit rouaned ar vro : gantañ e voe aozet tres ul liorzh e Buitenhof evit Priñs Maorits van Oranje, ennai an div islonk kentañ bet aozet en Izelvroioù. Goude marv ar Priñs e 1625 e labouras de Gheyn evit e vreur, Frederik Hendrik van Oranje e anv. De Gheyn a livas ar vanitas kentañ a voe livet en Izelvroioù, hag ivez lkivadurioù merc'hed en o noazh, taolennoù divuhez. Soñjal a reer e savas war-dro 1 500 tresadenn, en o zouez gweledvaoù ha skeudennoù diwar-benn an natur. 117 engravadur diwar e zorn a voe embannet el levr arme Pleustriñ gant armoù e-keit ma oa o chom en Amsterdam[2],[3].

De Gheyn a zimezas gant Eva Stalpaert van der Wiele eus Mechelen e 1595.[3] E vab, Jacob de Gheyn III e anv, a voe ganet e 1596. Un engraver e teuas da vezañ ivez, ha gant Rembrandt e voe livet e boltred[4].


Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Gheyn, de. (2000). The Grove Dictionary of Art.
  2. "Jacques de Gheyn II." (n.d.). The Getty.
  3. 3,0 ha3,1 Jacques de Gheyn II. (2000). The Grove Dictionary of Art.
  4. Kren, Emil, & Marx, Daniel. GHEYN, Jacob de II. (n.d.) Web Gallery of Art.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.