Jamie Mc Menemy
Jamie McMenemy (bet ganet e kumuniezh iwerzhonat Glasgow, Bro-Skos, e 1953) zo ur c'haner hag ur soner bouzouki.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv-bihan | Jamie |
Deiziad ganedigezh | 1953 |
Lec'h ganedigezh | Glasc'ho |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | kaner, sonaozour |
Deroù ar prantad labour | 1976 |
Benveg sonerezh | bouzouki, mouezh |
Tachenn | sonerezh keltiek, music of Scotland |
Label sonerezh | Keltia musique |
E-kerzh e studi war an arzoù e Glasgow e krogas da seniñ gant meur a laz sonerezh hengounel a-raok mont da soner a vicher el laz brudet Battlefield Band e 1976.
E-kerzh un droiad e sonas e Breizh, hag en em stalias eno e 1979. E 1981 e enrollas ur bladenn solo kent krouiñ al laz Kornog.
Goude divodet al laz e 1987 e kemeras amzer vak betek 1993, pa zistroas d'ar sonerezh hengounel, e-unan pe evel ezel e lazoù-seniñ (Djiboudjep, Orion, Pennoù Skoulm, Taxi Mauve en o zouez) hag e strolladoùigoù gant Jean-Luc Thomas (fleüt-treuz e koad), Marc Pollier (uilleann pipes), ha sonerien all eus Kornog.
Kenlabouret en deus war enrolladennoù ar barzh ha kaner brudet kabil Lounis Aït Menguellet ha war re e vab Djaffar Aït Menguellet.