Kornog (sonerien)
- Evit ar roud-avel, gwelet Kornôg.
Ur strollad sonerezh eo Kornog a sone muzik Breizh, ar broioù keltiek ha lec’h all ivez. Krouet eo bet e 1980.
Buhez ar strollad
kemmañE 1980 e rae Jamie Mc Menemy (bet kaner ha soner bouzouki er strollad Battlefield Band) anaoudegezh gant ar violoñser Christian Le Maïtre hag ar soner gitar Soïg Sibéril. Dindan an anv Kornog e teuas buan da vezañ ur pevarbenveg pa zeuas ganto ar soner fleüt a-dreuz eus Aodoù-an-Arvor, Jean-Michel Veillon. Adalek neuze e vo arouezius son Kornog : ur son nerzhus-tre, ar violoñs hag ar fleüt, gant kenweadurioù kensonel ha mentadurel trivlius gwiadet asambles gant son ar bouzouki hag ar gitar, hag ouzhpenn istorioù dispar Jamie hag e aozadurioù dibar gwerzioù Bro-Skos. Er c'hontrol eus an darn vrasañ eus strolladoù breizhat ar bloavezhioù 80 e voe divizet gant Kornog chom hep mont da son er festoù-noz met son er sonadegoù hepken.
Hag evel-se e voe foetet gant ar strollad dre hentoù Bro-C'hall hag Europa ar c'hornog. E-pad o zroiad kentañ er Stadoù-Unanet e vo ken souezhet ha ken entanet an Amerikaned gante ma vo graet un enrolladur "live" e Minneapolis. War-lerc'h e vo teir zroiad all er Stadoù-unanet hag un trede CD ( Ar seizh avel ).
Siwazh e vo lakaet ar strollad en arvar abalamour d'an diouer a verañ efedus. E 1986, e kuitaas Soïg Siberil ar strollad. Gilles Le Bigot a gemera e blas. Ur bedervet pladenn a voe enrollet neuze. Met goude un droiad e Bro-Yougoslavia, Bro-C'hres ha Bro-Italia hag un toullad sonadegoù gant ar Chieftains e Breizh e voe disrannet ar strollad. Gant J-M Veillon ha Gilles Le Bigot e vo krouet Barzaz. Mont a reas Christian Le Maître a ya gant ar strollad Storvan, ha war-lerc'h e kemeras perzh e meur a droiad, er CELTIC FIDDLE FESTIVAL gant K. Burke ha J.Cunningham, da skouer.
Klenkañ a reas Jamie Mc Menemy e vouzouki er c'hrignol... n’eo ket evit pell peogwir e vez klevet adarre e meur a enrolladur adalek 1993 : E Koad Nizan, Swing & Tears, La Ballade du Nord-Ouest... ha gant ar strolladoù Taxi Mauve hag Orion.
E 1999, ez eo bet adsavet ar strollad, ar wech-mañ gant ar soner gitar dispar Nicolas Kemener hag a zo ivez kaner ha soner fleüt.
E penn-kentañ ar bloaz 2001 ez eus bet lakaet ur bladenn nevez da zont er-maez.