Jaroslav Hašek (30 a viz Ebrel 1883 - 3 a viz Genver 1923) a zo ur romantour, ur fentigellour hag ur c’hazetenner tchek, brudet a-drugarez d’e levr flemmus anvet Chveïk, ar soudard dispont. Unan eo e-touez ar re hag o deus nevesaet lennegezh Praha , gant Franz Kafka.

Jaroslav Hašek
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKingdom of Bohemia, Tchekoslovakia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJaroslav Hašek Kemmañ
Anv ganedigezhJaroslav Matěj František Hašek Kemmañ
Anv-bihanJaroslav Kemmañ
Anv-familhHašek Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Ebr 1883 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPraha Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gen 1923 Kemmañ
Lec'h ar marvLipnice nad Sázavou Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhStarý hřbitov Kemmañ
TadJosef Hašek Kemmañ
PriedJarmila Hašková, Alexandra Lvova Kemmañ
BugelRichard Hašek Kemmañ
Yezh vammtchekeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivettchekeg, rusianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridtchekeg, rusianeg Kemmañ
Bet war ar studi eReálné gymnázium v Ječné Kemmañ
Lec'h labourLipnice nad Sázavou, Praha Kemmañ
Deroù ar prantad labour1900 Kemmañ
Strollad politikelParty for Moderate Progress Within the Bounds of the Law, Social Democracy Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Skour luCzechoslovak legions in Russia, Czechoslovak Legions Kemmañ
Oberenn heverkThe Good Soldier Švejk Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

E yaouankiz

kemmañ

Jaroslav Hašek zo bet ganet e 1883 e Praha. Mab da Josef Hašek, ur c’helenner matematik ha d’e wreg Katerina e oa. Ken paour ma oa e familh ken e rankas dilojañ ouzhpenn dek gwech, asambles gant an tri bugel (Bohuslav, tri bloaz yaouankoc’h evit Jaroslav, ha Maria, ur genitervez emzivad). E dad a varvas abalamour d’ar re a alokol e 1896, pa oa Jaroslav a-boan trizek vloaz. Jaroslav a guitaas e skolaj pa oa pemzek vloaz hag e labouras evit un apotiker anvet Kokoska. Da naontek vloaz e tapas un diplom en akademiezh kenwerzh Praha. Er Slava Bank e krogas da labourat met skarzhet e voe rak techet e oa evel e dad da evañ re a voeson.

An anarkour

kemmañ

Dedennet e voe buan-tre gant mennozhioù an anarkouriezh hag e lakaas embann e destennoù kentañ e kazetennoù tchekek. E 1907 e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazeten anarkour Komuna. Labourat a reas ivez evit Ženský obzor (Dremmewel ar Maouezed, adalek 1908), Svět zvířat (Bed al Loened, ur gazetenn flemmus), České slovo (Ar Ger Tchek, adalek 1911), hag ivez evit Čechoslovan, Pochodně ha Humoristicky listy. E 1911 e krouas "Strollad an araokaat gorrek en ur zoujañ ouzh al lezenn" (Stranu mírného pokroku v mezích zákona) hag en em ginnigas evel danvez-dileuriad, gant ar pal ober goap ouzh ar strolladoù politikel all. Goude ur penand e fellas dezhañ sioulaat, hag e timezas gant ar skrivagnerez Jarmila Mayerová. Ne sioulaas ket koulskoude. Kregiñ a reas da laerez chas ha da werzhañ anezho, en ur lakaat da grediñ e oant chas diouzh an dibab a-benn gounit muioc’h a arc'hant (evel ma ra Chveïk e-barzh unan eus e romantoù). Gant an emzistruj e oa predeiret Hašek, hag ur wech e voe saveteet pa glaskas lammat diouzh pont Cech e (Praha). Goude an darvoud-se e voe kaset d’un ti diskuizhañ e-pad ur pennadig, peadra c’hoazh da vouetañ e romantoù. Ur bugel a c’hanas, Richard e anv. Nebell goude ar ganedigezh e yeas Jarmila kuit ha e tistroas da di he zud, en ur gas ar bugel ganti. Neuze e rankas Jaroslav feurmiñ ur gambr en ur fouzh-lec’h anvet U Valsu.

Hašek e bro ar Sovieded

kemmañ

E 1915 e voe enrollet Jaroslav Hašek en arme aostrian. Ebarzhet en 91vet rejimant aostrian, war dalbenn Galisia. Derc'hel a reas soñj deus anvioù pennoù bras an arme, ha diwezhatoc’h ec’h implijas anezho en e romantoù diwar-benn Chveïk, hep cheñch tamm ebet o anvioù. Mont a reas ivez da dalbenn Su Bohemia ha da Hungaria. E vagad soudarded a voe disrannet e miz Gwengolo 1915 pa voent taget gant ar Rused, ha Hašek en em zaskoras dezho. Bac’het e voe en ur c’hamp en Ukraina da gentañ hag en Oural da c'houde. Paouezet e voe gant ar brezel e 1917, war talbenn ar reter gant ar Sovieded. Dieubet e voe Hašek e 1918 hag e tivizas labourat evit ar Sovieded, da gomiser politikel ar 5vet arme rusian e voe laket. Ezel Lejion Tchek eo bet d'ar memes koulz. Ur strollad broadelourien oa, lakaet da bal gantañ lakaat an Dcheked d’en em zizober diouzh ar veli aostrian ha hungarian.

 
Monumant Jaroslav Hašek e Praha

Distro da Braha hag ar bloavezhioù Chveïk

kemmañ

Jaroslav Hašek a zistroas da Braha (deuet da vezañ kêr-benn Tchekoslovakia) e 1920 gant ur wreg nevez, hag e kendalc’has da stourm war dachenn ar politikerezh, o klask kas war-raok e vennozhioù komunour ha broadelour. Ne zipartias ket diouzh Jarmila. Derc’hel a rae da evañ re, ha stagañ a reas gant e destenn vrudetañ, Chveïk, ar soudard dispont. An dudenn-se en doa bet tro da grouiñ a-raok, hogen ne chom roud ebet eus ar skridoù kent-se. Skrivañ a reas e skridoù e tchekeg (koulskoude e tibabas Franz Kafka ober en alamaneg evit ma vefe aesoc’h d’ar bobl lenn.) Lakaet en doa da bal skrivañ c’hwec’h levrenn, met ne zeuas ket a-benn da skrivañ ouzhpenn teir anezho, abalamour ma varvas d’an 3 a viz Genver 1923 e Lipnice nad Sázavou. Embannet e voe an teir levrenn bet skrivet gantañ, hag ur pevare hini, chomet diechu ha bet klokaet gant e vignon Karel Vaněk. E 1991 e voe bodet un nebeud skridoù yaouankiz ne oant ket bet kollet, hag embanent e voent dindan an titl Gwallskouer Bachura ha danevelloù all. Er bloaz 2005 ez eus bet savet ur monumant evit enoriñ anezhañ, e karter Žižkov, e-lec'h ma vevas Hašek. Oberenn ziwezhañ ar c'hizeller tchek Karel Nepraš eo.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.