Je suis le seigneur du château

Je suis le seigneur du château (Aotrou ar c'hastell on e brezhoneg) zo ur film-drama gall, sevenet gant ar filmaozour gall Régis Wargnier, hag a oa deuet er-maez d'an 22 a viz C'hwevrer 1989.

Azasaet e oa bet ar senario gant Régis Wargnier hag Alain Le Henry diwar ar romant I'm the King of the Castle (1970) gant ar skrivagnerez saoz Susan Hill.

Bet kroget e penn kentañ miz Eost 1988, ar film triwec'h munutenn ha tri-ugent e badelezh a oa bet troet e kastell Beaumanoir-Eder[1] (Al Leslae, (Aodoù-an-Arvor)), en Uhelgoad hag e Montroulez.

An danvez

kemmañ

E Breizh, e 1954 : goude marv e wreg e tiviz Jean Bréaud goprañ ur ouarnerez, e-pad ar vakañsoù, d'ober war-dro e vab Thomas, dek vloaz anezhañ. Setu m'en em gav an itron Vernet e kastell ar re Vréaud d'enderv un devezh kaer hañv. Bet kollet he gwaz en Indez-Sina c'hall e-pad ar brezel he deus an intañvez ur mab, Charles, a oad gant Thomas. Daoust d'ar gejadenn gentañ etre an dud vras bezañ kourtes, darempredoù nec'hus a eneb an daou baotrig an eil ouzh egile diouzhtu. Kask a ra Thomas, ur paotr yen ha tavedek e neuz, spontañ Charles a zo kizidik ken ez eo dre natur.

Roll ar gomedianed

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Er c'hastell-man e oa bet troet ivez ar film Tess gant Roman Polanski e 1979.